Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

A. 1. Rann izelañ udb. Traoñ ar wezenn, ar menez, ar bourk. Traoñ ar c'horf. & Tr. ar. E traoñ, da draoñ : e-kichen, da-gichen rann izelañ udb Diruilh da draoñ ar menez. E traoñ an tornaod emañ an draezhenn. & Penn traoñ : rann izelañ-holl. Penn traoñ an diri. & Dre skeud. Rann eus udb. zo ar pellañ diouzh ar rann bouezusañ anezhañ. Traoñ an iliz : lodenn bellañ diouzh ar chantele. & Trl. Traoñ an ti : sal vihan sko en ti a dalvez da sanailhañ traoù. & (en ur pennti) Traoñ an ti : lodenn eus ar sal enebet ouzh an oaled. & An ti traoñ : ar sal-se end-eeun. & Penn traoñ an iliz. Penn traoñ an ti, ar gwele. & Tr. adv. Krec'h-ha-traoñ : eus ar c'hrec'h d'an traoñ, ken war an uhel ken en traoñ. 2. Ent strizh Hollad salioù ur savadur zo a-rez an douar. N'eus den en traoñ. & Tr. adv. D'an traoñ, ouzh traoñ : da rann izelañ an ti. Deus d'an traoñ. Me a ya ouzh traoñ da gomz outi. B. 1. Rann izeloc'h eus an egor. An douar a ya d'an traoñ. Diskenn d'an traoñ. [1878] Selaou, diskennomp ac’halenn, deomp d’an traoñ d’ar goudor ; an avel a zo put e beg tour Berven. & Tr. adv. D'an traoñ, war-draoñ, ouzh traoñ : etrezek an traoñ. Ober ur sell ouzh traoñ. Mont war-draoñ. Gelver ub. d'an traoñ : ma tiskenno. [1850] Sellit ouc’h traoñ. 2. Trl. Kas udb. d'an traoñ : e ziskar. An doenn-man a ranko mont d'an traoñ : a ranko bezañ diskaret. Dre verr. [1877] — D’an traoñ ar republik ! d’an douar Mirabeau ! eme Fañch Vihan. & (db. ar boued, an diedoù) Mont a ra d'an traoñ ? : kavout a rit mat ho poued, ho tied ? Dre verr. Gwin d'an traoñ ! & Dont e traoñ, d'an traoñ : kouezhañ en e boull. Deuet e oa ar c'hiz-se e traoñ pell zo. 3. Kornôg. Treiñ a ra an avel d'an traoñ. ES. krec'h, laez, lein, nec'h. C. Dinaou. Traoñ a oa gant al leur. HS. pouez-traoñ. D. Impl. da anv unan. Izelenn, traoñienn. Traoñ an dour. Ar c'hoadoù a ra d'an traoñioù ur gwiskad deil.

Skouerioù istorel : 
74
Kuzhat roll ar skouerioù

Demat goulou knec'h-traoñ louen

1480
Daveenn : N. p100

traoñ meur

1499
Daveenn : LVBCA p144, 196 (grand vallee)

a'n nec'h d'an traoñ

1499
Daveenn : LVBCA p15, 48, 150, 176 (de haut en bas)

traoñ

1499
Daveenn : LVBCA p196

d'an traoñ

1499
Daveenn : LVBCA p23, 48, 196 (en bas)

gwriat d'an traoñ

1499
Daveenn : LVBCA p23, 48, 93, 196 (c-est coudre embas)

d'an traoñ

1659
Daveenn : LDJM.1 dan (traoûn)

traoñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg oc'htraoun

oc'h traoñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (oc'h) traoûn

mont war-bouez oc'h traoñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (mont) voarpoes (oc'h traoun)

oc'h traoñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg contre (bas)

ouzh traoñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (en) bas

war pouez-traoñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg contre (bas)

a grec'h d'an traoñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg a crec'h (d'antraoun)

oud traoñ

1732
Daveenn : GReg pg contre bas (vers le bas)

gwreg a draoñ Breizh

1732
Daveenn : GReg pg (bass-)brette

traoñ Breizh

1732
Daveenn : GReg pg (Basse-)Bretagne

an traoñ

1732
Daveenn : GReg pg (le) bas (l'enbas)

ouzh traoñ

1732
Daveenn : GReg pg (en) bas (au bas)

war-bouez traoñ

1732
Daveenn : GReg pg (en) bas (au bas)

an nec'h hag an traoñ

1732
Daveenn : GReg pg (le haut & le) bas

ar c'hrec'h hag an traoñ

1732
Daveenn : GReg pg (le haut & le) bas

ar penn diouzh traoñ

1732
Daveenn : GReg pg (le) bout (d'enbas)

mont dre 'n nec'h ha dre 'n traoñ

1732
Daveenn : GReg pg aller (par haut & par) bas

dre an traoñ

1732
Daveenn : GReg pg (par le) bas

eus an nec'h d'an traoñ

1732
Daveenn : GReg pg (du haut en) bas

eus an nec'h d'an traoñ

1732
Daveenn : GReg pg haut (Du haut en bas.)

eus al laez d'an traoñ

1732
Daveenn : GReg pg haut (Du haut en bas.)

an traoñ

1850
Daveenn : GON.II pg traoñ, traouñ

Sellit ouc’h traoñ.

1850
Daveenn : GON.II p.97, livre second, "Regardez en bas".

traoñ

1850
Daveenn : GON.II pg diaz, tnaouñ [sic], traoñ, traouñ

evit traouñ

1850
Daveenn : GON.II pg tnaouñ

traoñ

1850
Daveenn : GON.II pg traoñ, traouñ

d'an traoñ

1850
Daveenn : GON.II pg traoñ, traouñ

oc'h traoñ

1850
Daveenn : GON.II pg traoñ, traouñ

mont war-bouez traoñ

1850
Daveenn : GON.II pg traoñ, traouñ

m'he gwel o vont traoñ gant ar ru, ganti un abid satin du

1874
Daveenn : GBI.II p300

Hag, evit an eil gwech ivez, daou-c’hant tenn a ziskaras tud d’an traoñ, a beurlazhas lod all, e-kreiz an noz, en Hent Don !!...

1877
Daveenn : EKG.I. p.167

Er-maez a Vreizh an divroidi, eme Dider Dindaon ! Deomp-ni hor bro gant hor feiz hag hor Rouanez, deoc’h-c’hwi hoc’h hini, gant ho republik, mar kirit. — D’an traoñ ar republik ! d’an douar Mirabeau ! eme Fañch Vihan.

1877
Daveenn : EKG.I. p.181

Deuet e oant er-maez eus ar c’hoad hag ez aent d’an traoñ a-hed ur c’hleuz, pa glevjont un tenn o krozal hag ur vouled o sutal dreist o fenn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.301

Goude m’o devoe furchet an archerien jardin an eskopti eus an eil korn d’egile, hag an eskopti eus an nec’h d’an traoñ, hep kaout an hini a glaskent, e teujont e kêr hag ec’h en em lakejont da furchañ ivez an tiez.

1877
Daveenn : EKG.I. p.15

Diskenn a rejomp d’an traoñ hep soñjal hor boa freuzet ar pont er penn-kentañ eus an emgann.

1878
Daveenn : EKG.II p.2

Ar re all hag o c’habiten a yeas da furchañ kement a yoa en ti, adalek an traoñ betek ar c’halatrez : ar gweleoù a voe freuzet, an arbelioù a voe divarc’het... ; betek e toull ar geuneudeg e oant bet o klask, ha netra n’o doa kavet.

1878
Daveenn : EKG.II p.69

Selaou, diskennomp ac’halenn, deomp d’an traoñ d’ar goudor ; an avel a zo put e beg tour Berven.

1878
Daveenn : EKG.II p.129-130

Ne glev ken nemet yud al leoned o troiata ouzh e heul gant krec’hioù ha traoñioù evit e blaouiañ.

1923
Daveenn : SKET p.17

Pell-pell araozañ edo bremañ, kelc’hiet-holl a flammoù, ha war-nezik en em unaniñ gant an heol, a oa aet traoñ ar gantenn anezhañ stok ouzh ar mor.

1924
Daveenn : SKET.II p.39

En em gejet er bagadoù kirvi gell a bep rumm, e kevezate outo en herrder hag e skañvder, hag, o vont dre grec’hioù ha traoñioù, e rede en o ser an enezenn a-bezh (2).

1924
Daveenn : SKET.II p.18

Eno emañ, en traoñ gra Pennenez : bevennet eo gant porzh ar bagoù hag ar palud, an aod Gwenn-Veur ha Porzh Biliek.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924)

Ar re-mañ a oa skañv o zreid. Houp ! Ul lamm, ha d’an traoñ eus ar wezenn, ul lamm all, ha, dreist ar voger, pe a-dreuz ar c’harzh, er-maez al liorzh. Ha da redek !…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.865 (Miz Meurzh 1924)

Hag ar baotrezig dihunet a sellas. Hag en traoñ ar pazennoù e weljont un aotrou hag un itron. Un aotrou hag un itron d’ar c’houlz-se eus an noz ?…

1925
Daveenn : BILZ2 p.125

e traoñ

1931
Daveenn : VALL pg aval

d'an traoñ

1931
Daveenn : VALL pg bas

en traoñ

1931
Daveenn : VALL pg bas

hejañ d'an traoñ

1931
Daveenn : VALL pg abattre (noix etc. en secouant)

ouzh traoñ

1931
Daveenn : VALL pg bas

traoñ

1931
Daveenn : VALL pg aval, bas

An armoù d'an traoñ !

1931
Daveenn : VALL pg bas

traoñ

1931
Daveenn : VALL pg bas

traoñ

1931
Daveenn : VALL pg aval

Ar well-wazh roet gant Shepard, avat, a ziskouez e tigresk an diribin-se war-du an traoñ: a-hed ar 102 ganienn bet imbroudet e kaver 11,62%, ha 6,63% ha 4,76% evit ar c'hevrennoù uhel, etre hag izel.

1943
Daveenn : TNKN p58

Ar vugale a veze lakaet war ar bern da deurel d'an traoñ an hordennoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p24

Goude pred e tiskouezas Frañsez Vallée din e liorzh kaer ha frank, a oa er penn d'an traoñ anezhañ ul labourdi bihan leun a vinvioù da fichañ ha da galvichat.

1944
Daveenn : EURW.1 p55

Leandi an Tour a oa karget da bledal ouzh chapel Sant-Weltas e traoñ ar menez.

1944
Daveenn : EURW.1 p.212-213

Petra a wele du-hont ? Ur pakad du o vont d’an traoñ gant tizh an dour !

1944
Daveenn : ATST p.12

A-benn ar fin, Job a lavaras : — « N’omp ket evit chom amañ evel daou azen ; ret eo deomp mont war-du ur penn bennak, d’al laez pe d’an traoñ, da labourat start… Soñjit! Lom… hanter-kant lur eo koustet deomp evit tri devezh, ha n’em eus ket c’hoant da reiñ hanter-kant lur all a-benn fin ar sizhun.

1944
Daveenn : ATST p.106

D'an traoñ, ur c'hamarad a ziglore ar c'histin rous.

1944
Daveenn : EURW.1 p25

En traoñ, e-harz mogerioù serzh ar manati, war skourr ur wezenn-ber, e kendalc’h an nozkaner, an eostig, gant e serenadenn.

1949
Daveenn : SIZH p.39

Stummet e oa an aoter e-giz un iliz-veur gotek, gant un niver bras a dourioù beget-uhel, hag aour-wisket [aourwisket], traoñ ha laez, hervez giz Spagnoliz.

1949
Daveenn : SIZH p.64

D’an ampoent e oa ur manac’h bihan, echu gantañ diboultrennañ an aoterioù rikamanet gant aour, o hastout dre ar vali greiz, davet traoñ an iliz, da serriñ dor vras ar straed.

1949
Daveenn : SIZH p.37

A-raok koan, e rae an danvez-leaned o monedone, en ur zivizout gant an tadoù-renerien, en hanterenn ledanañ eus ar vali, etre div c'harzhad beuz, traoñ koad an dorgenn.

1949
Daveenn : SIZH p.43

Met al loen pounner a risklas, a gouezhas war e reor, hag e risklas evel-se war e benn a-dreñv betek traoñ an diribin, hag eno e oa ur poullad mat a zour evit e zegemer.

1985
Daveenn : DGBD p171

Pebezh kerse, pebezh koll nerzh hag amzer e vije bet kas d'an traoñ ar pezh edod a baouez echuiñ a-raok en em reiñ d'un oberenn a oa da badout c'hoazh tri c'hard kantved !

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 24

Bloavezhioù kentoc'h, pa oa bet klasket togañ unan eus tourioù penniliz Sant-Denez, e oa disac'het hemañ ha kouezhet d'an traoñ.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 20

Dindan skeudenn ar roue Gralon, uhelbintet etre an daou dour met ivez rag-eeun a-us skeudenn an dug e-unan, pell en traoñ ouzh ar porched (n'emañ ket mui ar skeudenn diwezhañ-mañ da vezañ gwelet), e oa enskrivet kement-mañ : "Evel ma roas impalaer Konstantin d'ar pab e zouar, heñvel doare e roas an douar-mañ da Gaourantin Gralon, roue kristen Bretoned Arvorig.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 15

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial