Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. A. Tamm labour. Ur maneur graet eo adarre ! Mil maneur am eus d'ober c'hoazh. Ar maneur-mañ ne c'houlenn nemet un tamm ampartiz-dorn. & Trl. Kaour ur maneur mat : labourat mat. B. (en e furm lies) 1. Trl. Bezañ war ar maneuroù : bezañ o kempenn an ti. Hi a oa war ar maneuroù. HS. menaj. 2. Dre ast. Binvioù a reer ganto da gempenn an ti. Evit bezañ kalz a vaneuroù e vez kavet implij dezho tout. II. (db. an armeoù) [1985] Pleustradeg dezhi da bal ober d'ar soudarded embreger o armoù ha sevenin fiñvadegoù urzhiet. [1985] Aet e oan gant ar 35vet Rejimant Artilerezh Gwened, da ober "maneuroù" pe embregadegoù e Kamp KoedKidan. & (e-kerzh ar brezelioù, an emgannoù) Fiñvadeg soudarded gourc'hemennet gant ofiserien a renk uhel.

Exemples historiques : 
3
Masquer la liste des exemples

Ar re-mañ a veze tremenet ar c’hafe dre enno er « maneuvroù ».

1944
Référence : EURW.1 p.194

E-kerzh ar "maneuvroù" bras, e miz Gwengolo, e voen anvet marc'heger-houarn an eil batailhon.

1944
Référence : EURW.1 p.204

Kentañ ma krogis da skrivañ eñvorennoù war va buhez du-hont a voe e deizioù diwezhañ miz gouere '39, pa oan aet gant ar 35vet Rejimant Artilerezh Gwened, da ober "maneuroù" pe embregadegoù e Kamp KoedKidan, kement-se e-pad ar pennadoù goullo a veze etre ar pennadoù-embregiñ.

1985
Référence : DGBD p6

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux