I.
A. Tamm labour.
Ur maneur graet eo adarre ! Mil maneur am eus d'ober c'hoazh. Ar maneur-mañ ne c'houlenn nemet un tamm ampartiz-dorn.
&
Trl.
Kaour ur maneur mat : labourat mat.
B. (en e furm lies)
1. Trl.
Bezañ war ar maneuroù : bezañ o kempenn an ti.
Hi a oa war ar maneuroù.
HS. menaj.
2. Dre ast.
Binvioù a reer ganto da gempenn an ti.
Evit bezañ kalz a vaneuroù e vez kavet implij dezho tout.
II.
(db. an armeoù)
[1985] Pleustradeg dezhi da bal ober d'ar soudarded embreger o armoù ha sevenin fiñvadegoù urzhiet.
[1985] Aet e oan gant ar 35vet Rejimant Artilerezh Gwened, da ober "maneuroù" pe embregadegoù e Kamp KoedKidan.
&
(e-kerzh ar brezelioù, an emgannoù)
Fiñvadeg soudarded gourc'hemennet gant ofiserien a renk uhel.
Ar re-mañ a veze tremenet ar c’hafe dre enno er « maneuvroù ».
Ar re-mañ a veze tremenet ar c’hafe dre enno er « maneuvrou ».
1944
Daveenn :
EURW.1
p.194
E-kerzh ar "maneuvroù" bras, e miz Gwengolo, e voen anvet marc'heger-houarn an eil batailhon.
E-kerz ar "maneuvrou" bras, e miz Gwengolo, e voen anvet marc'heger-houarn an eil batailhon.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.204
Kentañ ma krogis da skrivañ eñvorennoù war va buhez du-hont a voe e deizioù diwezhañ miz gouere '39, pa oan aet gant ar 35vet Rejimant Artilerezh Gwened, da ober "maneuroù" pe embregadegoù e Kamp KoedKidan, kement-se e-pad ar pennadoù goullo a veze etre ar pennadoù-embregiñ.