I. H.g.
A.
1. Doare m'eo aozet ul lec'h.
Me a oar an ardremez eus ar c'hoad-mañ. Anaout mat an ardremez. A-raok ne anavezemp ket ardremez al Loar. Ar gazeg a anaveze an ardremez ha n'he doa ezhomm ebet da vezañ bleinet. Hennezh a oar an ardremez eus ar gêr : kement lec'h zo enni.
&
Trl.
Bezañ, chom en ardremez : bezañ, chom war-dro, nepell (diouzh ul lec'h bnk.).
Ne lakaint ket o zreid el lez, met chom a c'hallint en ardremez.
&
Klask an ardremez : klask ul lec'h.
Emaout o klask an ardremez eus al lec'h ma toulli da vez.
2. Lec'h zo tro-dro (d'un ti, h.a.).
Kempenn an ardremez. Ardremez ha diabarzh an ti.
B. Dre ast.
1. Hent zo da vont gantañ.
Pa welas ne oa mui den war e lerc'h, e skoas dre ur wenodenn war-zu maner Keradraoñ ; ac'hano ez anaveze an ardremez.
2. Lec'h m'emañ renket an traoù.
Ar vatezh ne oar ket an ardremez eus an traoù : ne oar ket c'hoazh pelec'h e renker traoù an ti.
C. Dre skeud.
1. Doare da ober mat udb.
Honnezh n'he deus gouezet morse an ardremez evit aozañ boued, a-wezhioù e laka re, a-wezhioù re nebeut. Hennezh ne oar ardremez da netra. Hennezh en deus ardremez, dornet-mat ha speredet-mat eo. N'en deus ket an ardremez mat, ne oar ket ar mod d'ober netra.
HS. tu.
2. Tr. ar.
En ardremez : dindan diraez, a c'haller kavout buan.
Beleien a vev en o zouez, a vez atav en o ardremez.
&
En em lakaat en ardremez an holl : ober diouzh bezañ komprenet gant an holl.
D. (en amzer)
1. N'ouzon ket c'hoazh an ardremez eus an ofisoù a-benn arc'hoazh : da bet eur e vo an ofisoù.
&
(impl. da anv unan.)
N'en deus ardremez ebet ken : dont a ra forzh pegoulz.
2. Trl.
Koll an ardremez : koll e spered.
Hennezh zo kollet an ardremez gantañ.
II. G.
1. Roud.
Ne welas ardremez ebet anezhi.
HS. ster, tres.
2. Dre skeud.
Na gaout ardremez : na c'houzout petra zo dereat ober, pegeit e ranker mont ganti, h.a.
Honnezh n'he deus ardremez ebet.
3. Na c'houzout ardremez ebet ken : bezañ kollet e spered.
4. Doare d'en em gemer.
N'ouzoc'h ardremez ebet. Bremañ e ouzout un ardremez bennak pelloc'h : un tamm skiant ac'h eus prenet.