Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

I. Rag. am. A. (gant ur v. en est. nac'h) 1. Netra. Ne reont mann vat ebet. N'en deus graet mann drouk ebet. Ne'm eus gwelet mann a-feson eno. Diwall na vefe stoket ouzh mann ebet. Ne'm eus klevet mann all ebet. Ne gaver mann (ebet) en ti-mañ. Ne ouzont mann (ebet). & Trl. An hini ne oar ket ne oar mann ebet. & Ne saver mann diwar an netra. • Ne'm eus mann (ebet) d'ober. N'hoc'h eus mann da reiñ dezho. • N'he deus mann dezhi he-unan : n'eo perc'hennez war netra. • Ne'm eus ket soñj a vann. & An dra-se n'eo mat da vann : ne c'haller ober netra gantañ. & An traoù-mañ ne servijont da vann ebet : ne reer netra ganto. & (db. nerzh, barregezh labour an dud) Bezañ lakaet da vann : bezañ kaset da netra. & Se ne ra mann (ebet) : ne vern. Se ne ra mann din-me, da zen ebet : ne ran ket forzh gant an dra-se, ne ra den forzh gant an dra-se. & An den-se n'eo mann ebet : n'eo nemet ur paourkaezh den. & An dud-se n'int mann ebet din : n'int tamm kar ebet din. & N'eus mann outi : treut-kenañ eo. 2. (evit kreñvaat un nac'hadenn) Na mann : na netra. N'eus na toenn na mann war an ti-se. HS. seurt. B. (goude ur v. en e st. kad.) 1. Mann ebet : tra ebet. Ne felle ket dezhañ e vije gwerzhet mann ebet eus ar pezh a oa en atant. Taol pled e c'hoarvezfe mann ebet gant ar paotrig-se : taol pled a-benn ma ne c'hoarvezfe ket droug gantañ. 2. Mann ebet : un dra bennak. Pa lavarer mann ebet dezhañ ez a e fulor diouzhtu. Petra a ray pa c'hoarvezo mann ebet gant e dud ? 3. (evit merkañ ur strishadenn) Mann nemet : ken nemet. Skrijañ a ra c'hoazh mann nemet soñjal eo bet darbet dimp bezañ lazhet. C. 1. (evit reiñ ur respont seven d'un drugarekadenn) Mann ebet : netra. « Trugarez deoc'h evit hoc'h alioù. » - « Mann ebet. ». 2. (db. an traoù digoust) Evit mann : evit netra. Ar plant-se am eus bet evit mann. Ne rafent ket an dra-se evit mann. 3. Ober mann : ober netra. Bez' e vezont oc'h ober mann a-hed an deiz. [1878] En em lakaat a raent e-tal da goll o madou hag o buez ; an dra-se ne rae mann ; gloar Doue, mad ar relijion, silvidigezh an eneoù, a glaskent a-raok pep tra. 4. Trl. [2015] Ober udb. en ur vann a amzer : en ober buan-tre. [2015] Mont a reomp betek ar penn anezhi en ur vann a amzer. II. Rag. peg. ha g. A. Rag. peg. Niver a dalvez da zezverkañ un dastumad n'eus ket anezhañ, un teskad n'en deus elfenn ebet. Daou, mui tri, nemet pemp zo par da vann (2+3-5 = 0). B. G. (ls. -où) 1. Niver anterin a zeu a-raok unan. An niver mann. 2. Sifr a reer gantañ evit merkañ an niver a unanennoù, a zegadoù, h.a., zo en un niver. Echuiñ a ra gant ur mann. 3. Poent diazez en ur skeuliad talvoudoù, mentoù. Ar mann dizave : ar gwrezverk izelañ zo e skeuliad Kelvin. & An derez mann. An uhelder mann. 4. Notenn izelañ a c'hall ar skolidi kaout er skol. Lakaat ur mann d'ur boelladenn. HS. moulleg, zero.

Exemples historiques : 
26
Masquer la liste des exemples

Ne welez mann.

1732
Référence : GReg pg goute (Tu ne vois goute.)

Ne glev mann.

1732
Référence : GReg pg goute (Il n'entend goute.)

n'en deus mann

1732
Référence : GReg pg (il n'a du tout point de) bien(s)

ar breuvaj ne dal mann

1732
Référence : GReg pg (la) boisson (ne vaut rien)

mann

1850
Référence : GON.II pg mann

ne dalv mann

1850
Référence : GON.II pg mann

ne lavar mann

1850
Référence : GON.II pg mann

Ur c'hleñved didruez hag a skign dre'r bed-holl Ar spont hag ar marv, pa deu d'en em ziroll, Kleñved aes da bakañ, taolet eus an neñvoù, Da skarzhañ pizh an douar eus e holl dorfejoù, Ar vosenn hec'h anv, a stlape en ifern Loened a-vagadoù kaset ganti d'ar bern. Ne zianalanet holl, holl avat e oant skoet, Hep debriñ nag evañ e choment evel mantret, Al leon koulz hag ar bleiz, e-kichenik an oan, Al louarn tost d'ar yar hep ober mik na mann. An durzhunell zoken, kollet he c'harantez, Ne ziskoueze d'he far nep laouenidigezh.

1867
Référence : MGK p24

Goude aotrounez vras, krinet ganto o fri, A deuas pep eil tro, diouzh ma oa hir o dent, Da ziskargañ o gor : holl emezo 'oant sent : an tigred, ar bleizi, bete'ar c'hozh chas bihan A dlee d'ar Baradoz mont diwar hanter vann.

1867
Référence : MGK p25

Deuet, e n’eus forzh peseurt parrez, un divroad bennak, hag e ve ur "blevier", ur marc’hadour blev, ur marc’hadour krec’hin gozed, hag e ve zoken un troc’her-moc’h e ve, an dra-se ne ra mann, gant ma vezo komzoù gallek, mat pe fall, en e c’hinou, gant ma raio e baotr rok, dreist pep tra ma vez dilhad "aotrou" war e gein, e troio hag e tistroio an holl en tu ma karo, e lakaio tud ar barrez da goll o fenn hag e kaso d’e heul zoken ar re binvidikañ, ha, war o meno, ar re skiantekañ eus ar vro.

1877
Référence : EKG.I. p.173-174

En em lakaat a raent e-tal da goll o madou hag o buez ; an dra-se ne rae mann ; gloar Doue, mad ar relijion, silvidigezh an eneoù, a glaskent a-raok pep tra.

1878
Référence : EKG.II p.179

Koustout a ra pa na'n neus mann 'vit mann ; mes na goust ket kement ha ma soñj dit.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Aventia, va c’hoar ! na sav ket er vann da gleze, na sko ket gant an ene a zo dirazout.

1923
Référence : SKET p.72

Rak n’eus mann hag a heugfe gwashoc’h outañ an doueed eget an digempenn, al loudour, an uloc’h, ar saotr, ar mouezh flaer.

1923
Référence : SKET p.63

En hevelep doare anv an doueed "Ansis" (henc’hermaneg), "Aesir" (skandinaveg, unander "ass"), n’en deus mann da welout gant an anvioù-lec’hioù "Azagarion", "Azkaukalis" (p. 36), hag all.

1924
Référence : SKET.II p.27, Notenn (3)

ne lez mann en e zilerc'h

1931
Référence : VALL pg (il ne reste rien) après (lui)

Plijout a raen dezho e-leizh, war a welen ; ober a-walc'h a raent ganin evel gant ur c'hloareg yaouank ; n'o doa mann kuzhet evidon, hag en em zibrennañ a raent, dirazon, evel pa vijen bet unan eus o c'henseurted.

1944
Référence : EURW.1 p76

Bez' e oa 'ta tud e Breizh ha na ouezent ket brezhoneg ? Mann nemet galleg ?

1944
Référence : EURW.1 p34

Ha ni da vlejal, da ouelañ, da souzañ a-dreñv ; mann d'ober.

1944
Référence : EURW.1 p38

Ne oa mann ebet da baeañ evit selaou.

1944
Référence : EURW.1 p.160-161

— « Nann ’vat, mamm, n’em eus klevet seurt ebet. » — « Soñjal a-walc’h a raen n’ho poa klevet mann ebet, rak kaer am boa hopal : Job ! Job ! den ne responte. »

1944
Référence : ATST p.68

Ne veizan mann, marc'heger koant, / E abeg kuzh ho kefridi.

1960
Référence : PETO p57

Ouzh ar bazhadoù van ne ra / Ha n'anzav ouzhin mann ebet.

1960
Référence : PETO p46

Direbech ne oa ket an niverenn mann. Un taol-esae nemetken. Direbech n'eo ket kennebeut an niverenn unan. Daoust d'ar gwelladennoù. Strivañ a raimp er mizioù da zont evit gwellaat dibaouez, ganeoc'h, kazetenn ar stourmoù e Breizh.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 2

Bali Patision am boa anavezet pa oan bugel n'he doa mann da welout gant hini an deiz a hiziv. Gwezhall, an hanter eus ar goulaouiñ a zeue eus ar pestalioù. Bremañ ez eo serr an hanter eus ar stalioù hag en amc'houloù emañ bali Patision.

2015
Référence : EHPEA p93

Mont a reomp betek ar penn anezhi en ur vann a amzer ha treiñ e straed Panepistimiou.

2015
Référence : EHPEA p32

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux