mann
Ur c'hleñved didruez hag a skign dre'r bed-holl Ar spont hag ar marv, pa deu d'en em ziroll, Kleñved aes da bakañ, taolet eus an neñvoù, Da skarzhañ pizh an douar eus e holl dorfejoù, Ar vosenn hec'h anv, a stlape en ifern Loened a-vagadoù kaset ganti d'ar bern. Ne zianalanet holl, holl avat e oant skoet, Hep debriñ nag evañ e choment evel mantret, Al leon koulz hag ar bleiz, e-kichenik an oan, Al louarn tost d'ar yar hep ober mik na mann. An durzhunell zoken, kollet he c'harantez, Ne ziskoueze d'he far nep laouenidigezh.
Deuet, e n’eus forzh peseurt parrez, un divroad bennak, hag e ve ur "blevier", ur marc’hadour blev, ur marc’hadour krec’hin gozed, hag e ve zoken un troc’her-moc’h e ve, an dra-se ne ra mann, gant ma vezo komzoù gallek, mat pe fall, en e c’hinou, gant ma raio e baotr rok, dreist pep tra ma vez dilhad "aotrou" war e gein, e troio hag e tistroio an holl en tu ma karo, e lakaio tud ar barrez da goll o fenn hag e kaso d’e heul zoken ar re binvidikañ, ha, war o meno, ar re skiantekañ eus ar vro.
ne lez mann en e zilerc'h
— « Nann ’vat, mamm, n’em eus klevet seurt ebet. » — « Soñjal a-walc’h a raen n’ho poa klevet mann ebet, rak kaer am boa hopal : Job ! Job ! den ne responte. »
Direbech ne oa ket an niverenn mann. Un taol-esae nemetken. Direbech n'eo ket kennebeut an niverenn unan. Daoust d'ar gwelladennoù. Strivañ a raimp er mizioù da zont evit gwellaat dibaouez, ganeoc'h, kazetenn ar stourmoù e Breizh.
Bali Patision am boa anavezet pa oan bugel n'he doa mann da welout gant hini an deiz a hiziv. Gwezhall, an hanter eus ar goulaouiñ a zeue eus ar pestalioù. Bremañ ez eo serr an hanter eus ar stalioù hag en amc'houloù emañ bali Patision.
Mont a reomp betek ar penn anezhi en ur vann a amzer ha treiñ e straed Panepistimiou.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
mann