mantrus
Ar gristenion a voe dihunet en o gwele gant e glemmoù mantrus, hag an eil a c’houlennas digant egile : — « Hag a nevez, e Karreg-al-Louarn ? » — « Ur c’hazh o vervel an hini eo ? » — « Pe un den ? » — « Pe an Ankoù ? » — « Pe Satanaz ? » — « Ya ! marteze, Karreg-al-Louarn a zo satanazet. »
Hag an dra-se a oa gwir, gwiroc’h eget gwir, rak klevet e oa bet, e-pad an noz, youc’hadennoù mantrus, spontus, ha den ebet war an douar ne c’halle youc’hal en doare-se.
Diskouez a rae ’ta Daniz n’o devoa ket c’hoazh ankounac’haet glac’har o zadoù er bloavezh 1870, pa glevjont e oa bet trec’het soudarded Bro-C’hall e kêr Sedan, hag an deiz warlerc’h [war-lerc'h] bez’ oa ur vevenn du-kañv en dro d’ar c’helaouennoù ma’z oa moulet warno ar c’heloù mantrus-se.
Ha c'hwi o tremen koulskoude, goude ober un hej mat d'ho pouzelloù; hag e kendalc'h ar c'harr gant e hent, ret dezhañ pignat bremañ en ur roc'hat mantrus.
Setu va displegadur ; trist a-walc'h eo, Poole ; ur soñj mantrus ; eeun eo evelkent ha naturel, derc'hel a ra war sav hag hon disammañ a ra diouzh pep nec'hamant digempoell.
Mantrus eo pegen gwallc'hoantek e oa.
Kanañ a reont luganoù spontus evit diskuliañ interestoù pizh, mantrus pe droch an dud-se.
Mots précédents
Mots suivants
Mantua