Ur c'hleñved didruez hag a skign dre'r bed-holl Ar spont hag ar marv, pa deu d'en em ziroll, Kleñved aes da bakañ, taolet eus an neñvoù, Da skarzhañ pizh an douar eus e holl dorfejoù, Ar vosenn hec'h anv, a stlape en ifern Loened a-vagadoù kaset ganti d'ar bern. Ne zianalanet holl, holl avat e oant skoet, Hep debriñ nav evañ e choment evel mantret, Al leon koulz hag ar bleiz, e-kichenik an oan, Al louarn tost d'ar yar hep ober mik na mann. An durzhunell zoken, kollet he c'harantez, Ne ziskoueze d'he far nep laouenidigezh.
En em gavet da vont da di / Ur furlukin a Leskudenn, / E voe mantret-holl o welet / Kement all a draoù oc'h bizhier : / Dilhajoù glas, ruz, marellet, / Barvouskennoù, manegeier, / Rokedennoù, frezilhonoù, / Darn arc'hantet, darn alaouret, / Saeoù goullo, soroc'helloù / E pep giz zo hag a zo bet / Dastumet eno eus pep bro.
Abalamour da se, en em gavet e-kichen an treuzoù, e tistroas truezus war-zu ar penn uhelañ da sellet ur wech c’hoazh da vihanañ ouc’h Anna Roue, astennet war barlenn Janed ar Go, hag e chomas ur pennad mantret ha dilavar : Gwiskañ a reas liv ar marv ; krediñ a raed edo, eñ ivez, o vont da gaout ur fallaenn.
mantret
Ma c'halon trubuilhet ha ma spered sammet / Ez on chomet mantret ha leun a zouetañs.
Ma c'halon, leun a c'hwervoni, / ' Zo mantret gant ho kasoni.
Un tammig mantret e chomis war an taol, rak ma kaver Bretoned dre ar bed-holl, e vezont kemeret dre vras [dre-vras] evit Gallaoued, hag heñvel outo o vezañ ma vevont evel Gallaoued.
Mantret on gant marv da vab.
Mots précédents
Mots suivants
mantridigezh