Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Bec'hiet e spered gant tristidigezh vras, gant dic'hoanag. Mantret eo he c'halon gant glac'har. Mantret eo gant marv e verc'h. & Trl. Bezañ mantret e zremm : diskouez war e zremm ez eur mantret. 2. Dre ast. (db. an dud souezhet-bras, spontet) Divarrek da dalañ, da enebiñ ouzh un degouezh bnk. gant ar braz ez eo. Spontet eo ken e chom mantret.

Skouerioù istorel : 
22
Kuzhat roll ar skouerioù

mantret eo he c'halon gant glac'har

1732
Daveenn : GReg pg accabler

goulenn alies gant ur galon mantret, pardon eus e bec'hejoù, digant Doue

1732
Daveenn : GReg pg (faire souvent des actes de) contrition

mantret eo gant an doan

1850
Daveenn : GON.II pg doan

Ur c'hleñved didruez hag a skign dre'r bed-holl Ar spont hag ar marv, pa deu d'en em ziroll, Kleñved aes da bakañ, taolet eus an neñvoù, Da skarzhañ pizh an douar eus e holl dorfejoù, Ar vosenn hec'h anv, a stlape en ifern Loened a-vagadoù kaset ganti d'ar bern. Ne zianalanet holl, holl avat e oant skoet, Hep debriñ nav evañ e choment evel mantret, Al leon koulz hag ar bleiz, e-kichenik an oan, Al louarn tost d'ar yar hep ober mik na mann. An durzhunell zoken, kollet he c'harantez, Ne ziskoueze d'he far nep laouenidigezh.

1867
Daveenn : MGK p24

Ar re ne [c'h]ouient ket an dro / A chome mantret tro-war-dro, / O welet o vont 'raok Marzin[,] / Ur seurt pikol leon[,] d'ar vilin.

1867
Daveenn : MGK p61-62

— Setu penaos an tieg / D'e vignoned mantret er c'hiz-se a brezeg. / Un tieg[,] komz evel-se ! eme unan bennak.

1867
Daveenn : MGK p80

En em gavet da vont da di / Ur furlukin a Leskudenn, / E voe mantret-holl o welet / Kement all a draoù oc'h bizhier : / Dilhajoù glas, ruz, marellet, / Barvouskennoù, manegeier, / Rokedennoù, frezilhonoù, / Darn arc'hantet, darn alaouret, / Saeoù goullo, soroc'helloù / E pep giz zo hag a zo bet / Dastumet eno eus pep bro.

1867
Daveenn : MGK p138-139

Ar Vretoned a chomas mantret. A-enep beg lemm ur vaionetez, petra e oa o fenn-bazh, petra e oa zoken o fuzuilhoù ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.271

Pa weljont ar manac’h, gant e zilhad manac’h, o tigouezhout en ti e chomjont mantret, o loaiad yod en hanter an hent eus ar pod d’o ginou.

1877
Daveenn : EKG.I. p.44

Abalamour da se, en em gavet e-kichen an treuzoù, e tistroas truezus war-zu ar penn uhelañ da sellet ur wech c’hoazh da vihanañ ouc’h Anna Roue, astennet war barlenn Janed ar Go, hag e chomas ur pennad mantret ha dilavar : Gwiskañ a reas liv ar marv ; krediñ a raed edo, eñ ivez, o vont da gaout ur fallaenn.

1878
Daveenn : EKG.II p.76-77

Mes den na fiñvas, an holl a yoa mantret ; brud emgann Kergidu en doa sebezet ar vro.

1878
Daveenn : EKG.II p.143

Hag e renas ar sioulded el logell hag an nec’h hag an enkrez, rak n’o doa ket tremenet an daou bried hep merzhout esmae ar plac’h yaouank ha mantret edo o c’halon gant ar c’homzoù anezhi.

1923
Daveenn : SKET p.105

Dic’houest da ren ha da luskañ o lestrig, mantret-holl, e vanjont diloc’h, helmoet o daouilin en o barlenn, o elgez war balv o daouarn, o sellout gwech ar mor, gwech an neñv, gwech all o c’hoar astennet ouzh o zreid.

1923
Daveenn : SKET p.109

Marc’harid, mantret he c’halon, hec'h-unanik, ar paotr dindan he mantell, a zistroas d’ar gêr.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.810 (Miz Genver 1924), ("dindan" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

Ha piv ne vije bet mantret e galon o klevet klemmoù hag hirvoudoù an div intañvez.

1925
Daveenn : BILZ2 p.177

Homañ, spouronet-holl, mantret gant an droug a oa enni, aet a oa d’he gwele, dilezet ganti tud an devezh.

1925
Daveenn : BILZ2 p.161

mantret

1931
Daveenn : VALL pg bouleversé (au moral)

Ma c'halon trubuilhet ha ma spered sammet / Ez on chomet mantret ha leun a zouetañs.

1960
Daveenn : PETO p14

E strad ken du [e] reuz ma anken, / Pa gresk er gwez delioù glas-dour, / Pa vouskan koulmed ar stankenn / D'o fared kuñv o grougous flour, / E vez bepred gwan ha gwasket / Ha mantret-holl ma c'halon baour.

1960
Daveenn : PETO p55

Ma c'halon, leun a c'hwervoni, / ' Zo mantret gant ho kasoni.

1960
Daveenn : PETO p39

Un tammig mantret e chomis war an taol, rak ma kaver Bretoned dre ar bed-holl, e vezont kemeret dre vras [dre-vras] evit Gallaoued, hag heñvel outo o vezañ ma vevont evel Gallaoued.

1985
Daveenn : DGBD p152

Mantret on gant marv da vab.

2020
Daveenn : ARGEL p. 74

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial