1. Savadur koad, e stumm daou X staget dre o c'hreiz, a dalvez da skorañ warnañ kefioù da heskennat, da faoutañ, en uhelder an den.
Marc'h-koad an heskenner, ar c'hoader, ar c'halvez.
&
Trl. kv.
Pennek evel ur marc'h-koad : pennek-kenañ.
DHS. eskemmez, treustel.
2. Marc'h-livañ.
Ma marc'h-koad ha ma rikoù livañ am boa kaset di.
3. Gwechall
Savadur koad ma astenned an dud d'o boureviañ.
Ar barner a reas diframmañ e izili war ar marc'h-koad.
4. Koadenn evit skorañ ar bigi a vezer o sevel.
DHS. azen, harpell, skor.
5. C'hoariell goad livet, dezhi neuz ur marc'h.
6. Trebez koad.