Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. G. 1. Tra pe darvoud dreistnatur, estlammus. Ar ganevedenn a oa ur marzh evidon. Marzhioù ar grouadelezh. HS. burzhud, marvailh, moliac'h. & Trl. Seizh* marzh ar bed. [1923] Evel m’emañ, an tour-se n’en deus ket e bar e bro all ebet ; unan eus marzhioù ar bed eo-eñ. 2. (distag diouzh e genarroud) Tra souezhus. An ijinerezh a luskas war-raok, ur marzh. II. H.g. Souezh. Marzh eo ho kwelet amañ. N'eo ket marzh kement-se. [1877] Ha n'eo ket marzh kement-se, rak daou zen dall, pa rankont en em heñchañ an eil egile, ne zaleont ket da gouezhañ o-daou war o fenn e foz an hent. [1878] & Trl. Ober marzh : estlammiñ. Hag e raent marzh, hag e souezhent o welet kement-se. & Ober marzh war udb. : estlammiñ outañ.

Exemples historiques : 
22
Masquer la liste des exemples

marzh

1499
Référence : LVBCA p140 ('merveille')

marzh

1732
Référence : GReg pg admiration

trede marzh eo ma…

1732
Référence : GReg pg admiration

marzh eo ho kwelout

1850
Référence : GON.II pg marz

marzh

1850
Référence : GON.II pg marz, trédémarz

Ha n'eo ket marzh kement-se, rak daou zen dall, pa rankont en em heñchañ an eil egile, ne zaleont ket da gouezhañ o-daou war o fenn e foz an hent.

1877
Référence : EKG.I. p.1-2

N’eo ket marzh an dra-se rak daou zen a relijion hag a goustiañs eeun e oant o-daou.

1878
Référence : EKG.II p.60

Ur marzh ec’honder an dachennad gourizet ganto !

1923
Référence : SKET p.15

Evel m’emañ, an tour-se n’en deus ket e bar e bro all ebet ; unan eus marzhioù ar bed eo-eñ.

1923
Référence : SKET p.16

Marzhioù all am eus gwelet c’hoazh en Ejipt a vo dezrevellet ganin diwezhatoc’h diwar o fenn dre ar munud, mar bez youl an doueed, rak ur vro eo eus ar marzhusañ ha disheñvel e pep tra diouzh ar re all.

1923
Référence : SKET p.17

P’edon en Aleksandria-war-an-Nil, e ris anaoudegezh gant un den desket-bras eus broad ar C’hresianed a zeuas da geneil din hag am lakeas da ergerzhout kêr ha da welout ar marzhioù anezhi.

1923
Référence : SKET p.45

An ene raktal a leze da gouezhañ d’an douar e zibourc’h marvel ha, war an taol trumm, en em gave gwisket gant ur c’horf-marzh, gwenn ha kaer-dispar.

1923
Référence : SKET p.72

"marzh" g.

1923
Référence : SKET p.185, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Merveille".

Bet kelennet gant Lugus ha Belisama hag o kas ganto en ur vont war-raok, garanet don en o fenn hag en o c’halon, lezennoù Belios ; perc’henned klavioù-brezel, binvioù-labour ha kirri tennet an danvez d’o sevel eus un douar gweladennet ha santelaet gant an doueed, kaserien pennoù-chatal glan ha disi, ez oant holl, paotred ha merc’hed, yaouank, kreñv, kaer, gwenn, skedus, gredus ha hael, ur marzh !

1923
Référence : SKET p.138-139

Unan eus marzhioù enez Abalos eo an dra-se !

1924
Référence : SKET.II p.17

Ur rod, evit gwir, en he sav e-kreiz ar vag, ha hi gwenn, ruz-livrin hag alaouret, leun a yaouankiz hag a gened, a wevnded hag a nerzh, ur marzh !

1924
Référence : SKET.II p.53-54

ur marzh !

1931
Référence : VALL pg admirablement

ober marzh war

1931
Référence : VALL pg admirer

Edo o tont. Hi an hini 'oa, en traoñ, du-se, er vali c'hlas, o hastout war-du an iliz, hi, ar weledigezh-se, ur marzh ar c'havout anezhi, gwenn-kann-wisket penn-da-benn, nemet he mantilh zu gant he c'hrib uhel war he fennad blev du e-giz askell ar vran.

1949
Référence : SIZH p.66

Ar gwel anezhañ, pebezh marzh ! / A voemfe taer spered ar barzh. / Biskoazh hep mar, hiriv na kent, / Kerkoulz marc'heger war an hent !

1960
Référence : PETO p56

Kreñvoc'h eo c'hoazh an houl dre amañ ha brallañ a ra hol lestr eus un tu war egile, daoust da c'horre an dour bezañ sioul, ur marzh.

1985
Référence : DGBD p20

"Hag un den bihan eo Mr Hyde ?" a c'houlennas. "Bihan, ur marzh !

2012
Référence : DJHMH p39

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux