meinek
Arabia veinek
Hag an daou vezvier o pignat gant an hent meinek ha digompez a gemere an aer tristañ ma oa er bed.
Turiet o doa ar gloer, gant ar pig hag ar rañ [sic "rañv"], en douar gell ha meinek, e-kreiz un uloc'h tan[a]v e-giz moged. Ha tomm e oa bet an heol, ken e roste. Ma oa aet dezho an dour rouz [sic, "rous"].
E-keñver gouelec'hiad an tachennoù rouz dizour ha dic'heot, pe ar pantennoù meinek, dalc'hmat o kinnig disac'hañ, a oa da dreuzañ da vont di, San-Miguel, hag eñ freuzh-difreuzh [sic, freuz-difreuz], a oa anezhañ ur wir c'hlasenezenn, bourrus bevañ enni.
Un tu bennak, du-se, eeun dirazañ e virvilh dour difonn ar stêr Ebro en he naoz meinek.
Gwir eo ivez ez eo bet troet an tammig hent meinek a oa neuze da vont war du ar gwalarn en un hent-meur, da vihanañ betek an aerborzh bras a zo bet savet abaoe war al lerc'h ha ne oa nemet ur savanenn c'heotek o talvezout da dachenn-nijal d'ar mare ma oan diazezet e Louis.
Mots précédents
Mots suivants
meinel