Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
6
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(db. an douar, an hentoù, h.a.) Paot ar mein ennañ, warnañ. Ur vro veinek. Un dorgenn veinek. Naoz veinek ar stêr. [1949] [A]n douar gell ha meinek. HS. kailhastrek, maenek.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

meinek

1659
Daveenn : LDJM.1 pg meinec

an Arabia veinek

1732
Daveenn : GReg pg arabie

meinek

1850
Daveenn : GON.II pgmeinek

ur vro meinek eo

1850
Daveenn : GON.II pg meinek

Pelloc'h, kalz pelloc'h, war harzoù gouelec'hioù Sour hag Arab, anezho kompezennoù traezhek ha meinek, hep gwez, na geot, na dour, ez eus, etre div stêr, ur blaenennad all ec'hon ha frouezhus, ma eoster enni gwinizh.

1923
Daveenn : SKET p.16

Arabia veinek

1931
Daveenn : VALL pg Arabie (pétrée)

Hag an daou vezvier o pignat gant an hent meinek ha digompez a gemere an aer tristañ ma oa er bed.

1944
Daveenn : ATST p.18

Turiet o doa ar gloer, gant ar pig hag ar rañ [sic "rañv"], en douar gell ha meinek, e-kreiz un uloc'h tan[a]v e-giz moged. Ha tomm e oa bet an heol, ken e roste. Ma oa aet dezho an dour rouz [sic, "rous"].

1949
Daveenn : SIZH p.43

E-keñver gouelec'hiad an tachennoù rouz dizour ha dic'heot, pe ar pantennoù meinek, dalc'hmat o kinnig disac'hañ, a oa da dreuzañ da vont di, San-Miguel, hag eñ freuzh-difreuzh [sic, freuz-difreuz], a oa anezhañ ur wir c'hlasenezenn, bourrus bevañ enni.

1949
Daveenn : SIZH p.52

Un tu bennak, du-se, eeun dirazañ e virvilh dour difonn ar stêr Ebro en he naoz meinek.

1949
Daveenn : SIZH p.39

Gwir eo ivez ez eo bet troet an tammig hent meinek a oa neuze da vont war du ar gwalarn en un hent-meur, da vihanañ betek an aerborzh bras a zo bet savet abaoe war al lerc'h ha ne oa nemet ur savanenn c'heotek o talvezout da dachenn-nijal d'ar mare ma oan diazezet e Louis.

1985
Daveenn : DGBD p54

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial