Nevez 'zo, dre ma ne oa ket bras a-walc'h an tachennoù evit ar mekanikoù modern eo [sic] bet difoeltret ur bochad kleuzioù graet gant al labourerien-douar.
Un devezh penn-da-benn hon eus da chom amañ ; setu m'eo ret-mat deomp mont da welout kêr evit tremen an amzer hag evit kuitaat ar gor a vez o c'hounit al lestr pa vez ehanet er porzh ha chomet a-sav mekanikoù da zistanañ an aer.
E seurt degouezhioù, pa vank ho tihuner d'ho tihuniñ, ez eo stag ho peoc'h evit an devezh ouzh an doare m'eo c'hwezhet ho pneuioù, ma fulenn ho koulaouennoù, ma tro alc'hwez an enaouerez, Doue ar mekanik a oar ouzh petra c'hoazh eo stag...
Piv en deus kaset d'an toull-lastez e zilhad produet gant an industriezh, e garr-tan ha kement mekanik savet a-drugarez d'an [d]teknologiezh...
Mots précédents
Mots suivants
mekanikat