Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

PEMDEZ 1. Ardivink, ijinenn. Ijinet en doa ur mekanik d'e sikour war e labour. Dornet e veze an eost gant ar mekanik. Hag ar mekanikoù da fraoñval. 2. (dirak un av. spizer) Ger a dalvez da sevel anvioù ardivinkoù. Mekanik gwriat, da wriat. Mekanik kannañ : kannerez.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

mekanik

1499
Daveenn : LVBCA p141 (mecanique)

mekanikoù-tan

1850
Daveenn : GON.II.HV pg mékanigou (-tân)

Mont d'ar mekanikoù : ar « mekanik » a veze graet eus an dornerez hag eus an devezh dornañ war un dro.

1944
Daveenn : EURW.1 p24

Nevez 'zo, dre ma ne oa ket bras a-walc'h an tachennoù evit ar mekanikoù modern eo [sic] bet difoeltret ur bochad kleuzioù graet gant al labourerien-douar.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 5

Un devezh penn-da-benn hon eus da chom amañ ; setu m'eo ret-mat deomp mont da welout kêr evit tremen an amzer hag evit kuitaat ar gor a vez o c'hounit al lestr pa vez ehanet er porzh ha chomet a-sav mekanikoù da zistanañ an aer.

1985
Daveenn : DGBD p16

E seurt degouezhioù, pa vank ho tihuner d'ho tihuniñ, ez eo stag ho peoc'h evit an devezh ouzh an doare m'eo c'hwezhet ho pneuioù, ma fulenn ho koulaouennoù, ma tro alc'hwez an enaouerez, Doue ar mekanik a oar ouzh petra c'hoazh eo stag...

1992
Daveenn : EAZB p. 107

Piv en deus kaset d'an toull-lastez e zilhad produet gant an industriezh, e garr-tan ha kement mekanik savet a-drugarez d'an [d]teknologiezh...

2015
Daveenn : DISENT p45

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial