Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Fetis Gwerenn plaen ha flour he gorre, gwisponet he c'hil gant ur meskad staen hag arc'hant-bev a zistaol ar gouloù a bar outi ha, dre-se, skeudenn ar pezh a lakaer a-dal dezhi. Ar melezour a zistaol dremm ub. Gwelet, sellet ouzh e gorf en ur melezour. & Trl. kv. Luc'hañ evel melezourioù : luc'hañ kalz. & (db. ledennadoù dour) Kompez, plaen evel ur melezour : kompez-tre. HS. sklasenn. 2. Dre skeud., difetis Skeudenn, testeni gwirion (eus ub., udb.). E zaoulagad, melezour e ene. N'eo ket al levr-se melezour feal yezh korn-bro ar skrivagner.

Exemples historiques : 
22
Masquer la liste des exemples

melezour

1499
Référence : LVBCA p144 (mirouer pour se mirer)

Melezour ar Marv a'r garvañ / Zo entre ar bobl a gredan, / Al Levr-mañ a vezo anvet : / Ardant, luizant, evit gantañ, / Noz-deiz, en em goñsiderañ : / Ha humiliañ Tud ar bed.

1575
Référence : M. p34

melezour

1659
Référence : LDJM.1 pg mirouer

gwerenn ur melezour

1732
Référence : GReg pg glace (Glace de miroir.)

gwerinier melezouroù

1732
Référence : GReg pg glace (Glace de miroir, p.)

melezouroù

1850
Référence : GON.II pg mellézour

it da sellout er melezour

1850
Référence : GON.II pg mellézour

melezour

1850
Référence : GON.II pg mellézour

Kelenn he melezour a zesk bemdez dezhi / Ned eo evit miret he gened da deuziñ.

1867
Référence : MGK p56

melezur

1909
Référence : BROU p. 398 (miroir)

E kement-se, eta, evel e pep tra, e voent melezour ar c’houbladoù da zont.

1923
Référence : SKET p.44

Er feur-se ivez e vezo bet Atir ha Mâtir ur melezour deomp d’e lakaat dirak selloù o gourvibien, ar re, o treiñ kein d’an evadurioù a oa diwarno hon tadoù yac’h hag evurus (da lavarout eo an dour hag al laezh), n’hellont ken hiziv kavout a-walc’h ar mez hag ar bier, hag a werzh kement o deus, a ro kement a biaouont, da gaout digant marc’hadourien estren ul lestrad hepken eus an evaj-se, ruz ha dinerzhus, a vez farlotet gant dorn ganas Kreisteiziz (2).

1923
Référence : SKET p.49 (p.197, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 49, [...] lin. 4 kent an dibenn, e lec’h « kement o deus » lenn « kement o devez ». )

E zaoulagad a oa bras hag eeun, hag a oa melezourioù ur spered lemm ha digor ; e gaoz a oa plijus da glevout.

1944
Référence : EURW.1 p79

Ene Job a denne da ene Lom, evel un den a denn d’e boltred, pa sell er melezour.

1944
Référence : ATST p.26

Daoust hag an anoioù tud a vije a-wechoù melezour o c’hizidigezh ? Piv ‘oar ?

1944
Référence : EURW.1 p.193

Ar maouezed, Kaourintin, e-giz ar bleunioù o livioù koant, a zo anezho, e melezour ar bed-mañ, un damskeud eus Kened an Aotrou Doue.

1949
Référence : SIZH p.55

- Koantik e-giz un dimezell ! Ha mont a rin da gerc'hat deoc'h ur melezour ? a c'hoapaas adarre ar breur Celestino.

1949
Référence : SIZH p.44

Bep tro e chome ar merc’hed kalz re bell dirak ar melezour, daoust ha ma veze tremen poent tostaat d’an illiz, ha pa dinte ar c’hloc’h bras da zegas da soñj dezho n’hell ket evelkent ur beleg menel hep tamm na bannac’h a-hed un devezh war-zigarez koefoù : « Alo ‘ta, emezo, emañ ar person oc’h ober gwad fall ; krozal a raio dimp ».

1954
Référence : VAZA p.32

N'oc'h ket techet da sellout pizh en ho melezour. Hogen, gwelet hoc'h eus ur vignonez a wechall hag he c'havet gwall gozh. Teurel a rit pled eus ho tremm. Ha, va Doue, pegen displijus an daolenn !

1973
Référence : HYZH Niv. 88, p. 42, Anjela Duval

Pa vez chaseourien o paol[l]eviat en o c'hayakoù, war ar mor sioul, e teu dezho chom a-sav alies, ha sked trellus an heol a vez distaolet en o daoulagad evel gant ur melezour.

1985
Référence : DGBD p85

Em damdeñvalijenn hag em damanaoudegezh e sellan ouzhin ma-unan e melezourioù an armel dirazon : koñfontet ma daoulagad, ruz an droienn anezho, ul liv louet divalav war ma c'hroc'hen, gwelloc'h din chom hep arvestiñ pelloc'h, ha sankañ en-dro ma fenn er goubenner.

1992
Référence : EAZB p.125

Gant chanter Kemper e voe diazezet don er vro ar c'hinkladurioù gotek flammheñvel hag a voe hirbadus o ren e Breizh-Izel - diouzh ar stil-se e vo savet c'hoazh kloc'hdi chapel Santez Anna e Fouenant e 1685, pa oa nevez echuet Trepas ar melezourioù e Versailles !

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 17

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux