Er feur-se ivez e vezo bet Atir ha Mâtir ur melezour deomp d’e lakaat dirak selloù o gourvibien, ar re, o treiñ kein d’an evadurioù a oa diwarno hon tadoù yac’h hag evurus (da lavarout eo an dour hag al laezh), n’hellont ken hiziv kavout a-walc’h ar mez hag ar bier, hag a werzh kement o deus, a ro kement a biaouont, da gaout digant marc’hadourien estren ul lestrad hepken eus an evaj-se, ruz ha dinerzhus, a vez farlotet gant dorn ganas Kreisteiziz (2).
Ene Job a denne da ene Lom, evel un den a denn d’e boltred, pa sell er melezour.
- Koantik e-giz un dimezell ! Ha mont a rin da gerc'hat deoc'h ur melezour ? a c'hoapaas adarre ar breur Celestino.
Ar maouezed, Kaourintin, e-giz ar bleunioù o livioù koant, a zo anezho, e melezour ar bed-mañ, un damskeud eus Kened an Aotrou Doue.
Bep tro e chome ar merc’hed kalz re bell dirak ar melezour, daoust ha ma veze tremen poent tostaat d’an illiz, ha pa dinte ar c’hloc’h bras da zegas da soñj dezho n’hell ket evelkent ur beleg menel hep tamm na bannac’h a-hed un devezh war-zigarez koefoù : « Alo ‘ta, emezo, emañ ar person oc’h ober gwad fall ; krozal a raio dimp ».
Hañv-goañv, forzh penaos e teurveze d'ar mor bezañ, splannoc'h eget ur melezour pe ken kounnaret hag un diaoul dichadennet, boulc'het ha kaset e veze da benn, a-wechoù deiz ha noz, pleustradegoù a bep seurt, da skouer : tennañ war listri kozh, kerreg en donvor, pe razelloù stlejet gant bigi-dre-dan, leviata, treiñ war du-mañ-tu, ha tu evit tu, ar skouadrenn a-bezh pe dre rannlistri an eil war lerc'h egile, stlepel tarzherezed hag o gwintañ goude war vourzh, eveshaat ouzh ar splujerien, kargañ glaou-douar a-dizh pe boledoù a bep seurt ment, gedal ouzh an tarzherien, hag ur bern traoù all ouzhpenn, hag e tu-hont da se kenteliañ a-hed ar bloaz pep rummad martoloded : skol ar ganolerien, skol ar fuzuilherien, an darzherien, al levierien ha zoken ar wernerien, daoust ha ne veze pell 'zo kel ebet nag eus gouel nag eus lien.
N'oc'h ket techet da sellout pizh en ho melezour. Hogen, gwelet hoc'h eus ur vignonez a wechall hag he c'havet gwall gozh. Teurel a rit pled eus ho tremm. Ha, va Doue, pegen displijus an daolenn !
Pa vez chaseourien o paol[l]eviat en o c'hayakoù, war ar mor sioul, e teu dezho chom a-sav alies, ha sked trellus an heol a vez distaolet en o daoulagad evel gant ur melezour.
Em damdeñvalijenn hag em damanaoudegezh e sellan ouzhin ma-unan e melezourioù an armel dirazon : koñfontet ma daoulagad, ruz an droienn anezho, ul liv louet divalav war ma c'hroc'hen, gwelloc'h din chom hep arvestiñ pelloc'h, ha sankañ en-dro ma fenn er goubenner.
Gant chanter Kemper e voe diazezet don er vro ar c'hinkladurioù gotek flammheñvel hag a voe hirbadus o ren e Breizh-Izel - diouzh ar stil-se e vo savet c'hoazh kloc'hdi chapel Santez Anna e Fouenant e 1685, pa oa nevez echuet Trepas ar melezourioù e Versailles !
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
melezourer