Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

1. Stad padus a dristidigezh m'en em santer dinerzhet, ma vezer douget da vagañ soñjoù du. Mantret e galon gant ar velkoni. Melkoni ar c'himiadoù. DHS. hiraezh, hirnez. & Impl. da anv unan. Kement-se en daolas en ur velkoni vras. 2. Kozh Anken, tristidigezh.

Exemples historiques : 
10
Masquer la liste des exemples

melkoni

1499
Référence : LVBCA p142 ('mélancolie')

melkoni

1659
Référence : LDJM.1 pg chagrin, soucy, tristesse

melkoni

1732
Référence : GReg pg chagrin (tristesse, ennuy, mélancolie)

melkonioù

1732
Référence : GReg pg chagrin (tristesse, ennuy, mélancolie)

melkonioù

1850
Référence : GON.II.HV pg melkoni

melkoni

1850
Référence : GON.II.HV pg melkoni

A-wechoù all, dirak ar mor dirollet, war e spered en em skigne ul lizenn, ur vrumenn a velkoni, ha neuze, goustadik, e fredone ur sonig bennak klevet gantañ en ti-nezañ, hag homañ dreist ar re all : [...].

1924
Référence : BILZ1 Niv. 42, p.974 (Even 1924)

He son a vez kanet en eureujoù, evit ar c’houlennadegoù, evit malarje ha fest ar gwadigennoù, ha, mar keret, lenner pe lennerez, me a gano anezhi deoc’h evit frealziñ un tammig ho kalon hag ho spered, pa vefont lizennet gant ar velkoni pe an dristidigezh.

1925
Référence : BILZ2 p.165

— Ac’han ! ac’han ! a lavaras Yann gant ur mousc’hoarzh a velkoni, Bilzig, met ar gwir ne oa ket ganit, paotr. — Hen goût a ran, Yann. Absolvenn, Yann !

1925
Référence : BILZ2 p.149

Siwazh ne zegouezhas respont buan ebet, ha feuket bras e vije bet Melanie ma ne vije ket adkouezhet, un nebeud devezhioù goude bezañ kaset he lizher, en he melkoni gent.

2012
Référence : ADULT p. 173

Note d'étude

Stumm ar C'hatolikon (1499) a oa skrivet "mlcony", disoñjet embann an <e> dre wall ar mouller.

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux