War an taol e sentis, ha bec'h dezhi ! Da gentañ, e tapis krog en ur choanenn hag, o vezañ graet ur groaz gant beg va c'hontell war gof an dorzh vara, e troc'his ur mellad tamm diouti. Goude-se, e faoutis ur pezhiad riblennad kig-moc'h du bet e-pad pemp pe c'hwec'h vloaz o vogediñ e kimin va mamm-guñv, hag ar c'harvanoù - va re-me - a yeas en-dro ken na zifindaone ! Ur pennad da c'houde, e stagis ar voutailh leun a win ruz ouzh va fenn ha bec'h ivez dezhi, da gas ar c'hig-sall hag ar bara kras da stankañ he genoù da'm bouzellenn vras!
A-zioc'h ar gompezennad-se, heñvel a-walc'h ouzh kabelloù-touseg divent, melladoù kerreg kleuzet ha dispennet.
Mots précédents
Mots suivants
mellad