Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (dirak un anv pe ur raganv) [1929, 1985] Mell. E-kreiz ur mellad toull. Melladoù gwez. Ur pezh mellad den. [1929] Seizh soudard yaouank gwennwisket a spure, a vernie, a gigne hag a live melladoù bolidi kanol melen-aour. [1985] Melladoù kerreg kleuzet ha dispennet. HS. pezh, pezhiad, pikol. 2. (en e furm lies) Trl. Reiñ melladoù : lavaret bourdoù pe leuskel teodadoù. Hennezh zo maout da reiñ melladoù.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

War an taol e sentis, ha bec'h dezhi ! Da gentañ, e tapis krog en ur choanenn hag, o vezañ graet ur groaz gant beg va c'hontell war gof an dorzh vara, e troc'his ur mellad tamm diouti. Goude-se, e faoutis ur pezhiad riblennad kig-moc'h du bet e-pad pemp pe c'hwec'h vloaz o vogediñ e kimin va mamm-guñv, hag ar c'harvanoù - va re-me - a yeas en-dro ken na zifindaone ! Ur pennad da c'houde, e stagis ar voutailh leun a win ruz ouzh va fenn ha bec'h ivez dezhi, da gas ar c'hig-sall hag ar bara kras da stankañ he genoù da'm bouzellenn vras!

1929
Daveenn : SVBV p9

War frankizenn un amdor pourvezioù kanol, seizh soudard yaouank gwennwisket a spure, a vernie, a gigne hag a live melladoù bolidi kanol melen-aour.

1929
Daveenn : SVBV p5

A-zioc'h ar gompezennad-se, heñvel a-walc'h ouzh kabelloù-touseg divent, melladoù kerreg kleuzet ha dispennet.

1985
Daveenn : DGBD p129

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial