Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. A. Ag. am. (dirak un ak. pe ur rag.) Hevelep. Gwelet em eus ar memes mantell en ur stal all. Deuet omp d'ar gêr dre ar memes hent hag eñ. Prenet he deus ar memes hini, ar memes re. B. 1. Tr. adv. MEMES TRA : koulskoude. Deuet e oan a-benn da c'houzout ar wirionez memes tra. Ne chomi ket amañ da-unan memes tra ? & Tr. estl. (evit geriañ ar souezh, ar rebech) Memes tra ! : evelkent ! 2. Tr. rag. am. PEMDEZ Memes tra : an hevelep tra(où), kement all. Mat hon eus kavet ar gwestell-mañ ; lakait dimp memes tra c'hoazh, mar plij : lakait dimp kement all anezho. 3. Tr. adv. Pemdez Memes mod : en hevelep doare. Ne fardan ket ma faneroù memes mod, me. II. Adv. (goude ar ger(ioù) a vez doareet gantañ) Zoken. Ranket en deus gwerzhañ e di memes. N'ouzon ket da belec'h int aet memes.

Exemples historiques : 
56
Masquer la liste des exemples

M. Pe en feson e kirit-hu ho nesañ eveldoc'h hoc'h-unan ? D. O tezirout dezhañ ar memes mad a zeziran ma-unan hervez Doue ha rezon, ha prokuriñ evitañ evel evidon ma-unan.

1622
Référence : Do. p26

M. Pehini eo ar c'hentañ hag ar prinsipalañ eus an holl Orezonoù ? D. Ar Pater noster. M. Pe evit tra ? D. Abalamour ma'z eo hor salver memes en deveus-hi graet ha ma'z eo komprenet enni parfetamant kement a zleomp da c'houlenn ouzh Doue.

1622
Référence : Do. p18

eus ur memes kofad

1659
Référence : LDJM.1 pg gemeaux

memes

1659
Référence : LDJM.1 pg mesmes

memes

1659
Référence : LDJM.1 pg nommément

M. Ha tout de memes eo eus ar sacramanchoù all ? D. Ya, rak piv bennak a resev nep sakramant a binijenn, a bec'h marvelamant.

1677
Référence : Do. p47

ar gwin hag al loustoni a zo bugale ur memes kofad

1732
Référence : GReg pg Bacchus (& Venus vont de compagnie)

memes tra

1732
Référence : GReg pg bonnet (à oreilles)

lakaat un all da gaout e vemes visoù

1732
Référence : GReg pg communiquer

dre vemes

1732
Référence : GReg pg (faire d'une pierre deux) coups

ober daou dra dre vemes

1732
Référence : GReg pg (faire d'une pierre deux) coups

kaout memes opinion gant unan all

1732
Référence : GReg pg adhérer

lavaret a ran deoc'h e vemes komzioù tost da vat

1732
Référence : GReg pg a-peu-près

n'en deus ket an neuz memes eus ar vertuz

1732
Référence : GReg pg apparence

Orijenez, sant Epifan, sant Atanaz, sant Siprian ha sant Amgroaz a lavar ger evit ger e oa bet plantet al lammgroaz er memes lec'h m'edo bet interet hon tad kentañ Adam. Sant Aogustin el lavar ivez.

1732
Référence : GReg pg arbre (Origene, S. Ciprien, S. Epiphane, S. Athanase, & S. Ambroise soûtiennent formellement que l'arbre de la Croix fut planté dans le même endroit où avoit été enterré nôtre Pere Adam.)

resev e memes stad

1732
Référence : GReg pg aggréger

Stadoù gouarnet gantr ar re gentañ hag an onestañ tud eus ar memes Stadoù

1732
Référence : GReg pg aristocratie

an enor pehini a renter d'ar sent, bihanoc'h eget an hini a renter da Zoue, hag an hini a renter d'ar Werc'hez sakr memes.

1732
Référence : GReg pg (le) culte (de dulie)

bezañ bepred ar memes

1732
Référence : GReg pg (ne se point) dementir

bezañ atav ar memes

1732
Référence : GReg pg (ne s') émouvoir (de rien)

pell da garet anezho, ne c'hallan ket memes o sellet

1732
Référence : GReg pg (tant s'en) faut (que je les aimes, je ne peux pas même les regarder)

e memes amzer

1732
Référence : GReg pg fois (A la fois.)

An Doktor sant Tomaz a ziskouez aznat penaos ez eo divennet gant al lezenn a natur memes ar bailhardiezh simpl.

1732
Référence : GReg pg fornication (Saint Thomas prouve que la simple fornication est defendue de droit naturel.)

breuzdeur eus a ur memes kofad

1732
Référence : GReg pg frere (Freres jumeaux.)

brezel entre sujidi ur memes rouantelezh

1732
Référence : GReg pg guerre (Guerre civile, ou intestine.)

ned int ket gouest da ober an disterañ lizher, an aesañ bilhed, ne ouzont ket memes dre pe benn o c'homañs, ha dre-se dic'hallout d'o esplikañ da re all

1865
Référence : MBF.to p. V.

Ned ae ket an traoù evelato dre-holl er memes tra.

1877
Référence : EKG.I. p.230

Lakait dilhad evel va re-me, ha den ne roy van evit ho kwelet, rak ar re fall a zo dre ar vro, a gav dezho oc’h bet ivez merzheriet er memes taol gant ho kenvreudeur.

1877
Référence : EKG.I. p.52

Ar sakrist a skoas tri daol all er memes tra, nemet oant startoc’h ; hag atav Loull ar Bouc’h a chome sioul en e wele.

1877
Référence : EKG.I. p.117

Er memes tra ivez, er memes kêr e vevo e peoc’h ar vicherourien hag an dud vat, ken na deuy unan bennak da isañ an eil war-lerc’h egile. — Ha tud fall da isañ ne vank ket. —

1877
Référence : EKG.I. p.66

Madoù ar c'houenchoù ha madoù an noblañs a c’hoarvezas ganto ar memes tro.

1877
Référence : EKG.I. p.3

Gant an Aotrou Le Mintier de Saint-Andre e c’hoarvezas ar memes tra evel gant an Aotrou de la Marche.

1877
Référence : EKG.I. p.25

C’hwec’h den muntret, merzheriet er memes nozvezh ! C’hwec’h sant e Baradoz an Aotrou Doue !!

1878
Référence : EKG.II p.84

Memes tra, eo drol, na gavfet-hu ket, penaos, en ur barrouz vras evel Plounevez, na weler er chonseil, 'vit ober ar « majorité », nemet kerent ha kindirvi ar memes hini.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Da galon, evel ma welan, a zo bepred, ar memes hini.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Abalamour d'ar vogedenn lugernus-se a sav diwarnañ, an danve[z] a ve[z] lakaet war ar chimikez, a ve[z] groet ane[zh]añ "Fosfor". "Fosfor" a zo ur gir gregach a dalv memes tra 'vel "Lucifer" en latin, ha taol-gouloù, en brezhoneg.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Abaf ar vugale en kompagnunezh dimezell ar c’hastell, dimezell Tremedern, ur baotrezig strizh. En feiz, Katellig a oa ur bolez en kichen an dimezell, ha koulskoude o devoa ar memes oad.

1925
Référence : BILZ2 p.118

Stagit eus groñch Saig un troc’had barv, louet ivez, ledan evel ur bal, rust evel sekrep, hir ha fonnus evel foenn er prad dourek ; ur jod dezhañ, peurvuiañ e jod kleiz, koeñvet gant ur chik ken tev hag ho piz-meud, ha, pa'm bo lavaret deoc’h penaos den biskoazh na glevas Saig Jelvest, memes e-kreiz ar gwashañ degouezh, o sevel e vouezh ur wech uheloc’h eget eben, ec’h anavefet perc’henn ar Gwennili kerkoulz ha me.

1925
Référence : BILZ2 p.105

— Ur martolod, Salver Jezuz ! a chale ar vamm. Hag aliesoc’h eget bemdez, Janedig a gleve ar memes pater.

1925
Référence : BILZ2 p.150

Ar vugale en em zastume hervez o anaoudegezhioù, re ar memes parroz, ar memes taread, en em domme an eil ouzh egile.

1944
Référence : EURW.1 p34

Amañ n'eus superior ebet oc'h ober allazigoù d'ar gerent ; n'eus « pion » ebet o selaou hag o spiañ, hag an traoù a ya plaen memes tra.

1944
Référence : EURW.1 p48

– « Er memes ti ganin, emezañ, emañ ho kambr da vezañ. »

1944
Référence : EURW.1 p80

Lor e oa 'vel un targazh, ha memes tra e tiske holl ar pezh a gare.

1944
Référence : EURW.1 p.142

War ar memes tro, e teski ar vicher a noter ganin, hag a-benn da 25 bloaz, e c’halli kemer ma lec’h.

1944
Référence : EURW.1 p.209

— « Paour kaezh [paourkaezh] Herri ! » a lavaras ar skluzier. « Eñ eo neuze ar pakad du am eus gwelet bremaik o vont dreist ar skluz ? Bez’ ez eus tud war an douar hag o deus marvioù trist memes tra ! »

1944
Référence : ATST p.15

Job : — « Ha ! ha ! ha ! Ni ’zo paotred fin, memes tra. Ha ! ha ! »

1944
Référence : ATST p.28

Ha setu ar vamm hag ar mab war ar memes hent, o tont o-daou da anaout Breizh, na oa nemet ur skeudenn vouk evito.

1944
Référence : EURW.1 p41

Hogen, klevet o doa un dra : al louzoù gwellañ evit degas ar c’housked da unan bennak e oa kontañ ha kontañ hep ehan ar memes tra, war ar memes ton.

1944
Référence : ATST p.45

Ne gaven ket se dereat etre bugale, o dije dleet bezañ war ar memes renk.

1944
Référence : EURW.1 p32

Ken hegasus all eo d'an dud mont en douar : evel ma ne c'hell ket ar bagoù karget eus an treizh stokañ ouzh al lestr en abeg d'an houl, e vezont diskennet e seurt "paneroù" a-istribilh, plas enno da bevar pe bemp den, hag ur wech aet ar vag da gichen ar pont-douarañ, e vezont sammet war hemañ er memes mod.

1985
Référence : DGBD p20

Sevel koubladoù stourmerien gant ar memes statud a vo tu d'ober ivez : da skouer e c'hall daou stourmer embann int prest da vezañ harzet, hag harzet e vint a-gevret neuze, kuit ne[na] chomfe un den e-unan-penn etre krabanoù ar polis.

2015
Référence : DISENT p91

Anat eo, met gwelloc'h eo adlâret an dra-mañ kuit na vefe gwelet ar memes re o tiyalc'hañ bepred...

2015
Référence : DISENT p86

Bezit seven, doujus met dibleg evel bepred : anavezout a rit ar gwirioù ho peus hag e-kreiz an abadenn oc'h[emaoc'h]-c'hwi memestra !

2015
Référence : DISENT p172-173

Da gentañ penn ez eus deus "breudeuriezh an armoù": evit ar stoumerien difeuls ez eo ur vignoniezh a ziwan dre m'en em gavont alies er memes strollad abalamour d'ar pezh a zo boutin dezhe.

2015
Référence : DISENT p51

Disheñvel e oa Christian diouzh ar pezh e oa bet Kathrine o c'hortoz, dillo ha kreñv, ha padal len ha diampartik war ar memes tro.

2023
Référence : DREAM p. 98

Mezh he doa Kathrine. Mezh gant an T-shirt, gant he holl zilhad, gant he dilhad dindan bemdez, atav ar memes re, a veze prenet tri-ha-tri, ar memes re hag a veze douget gant an holl verc'hed pe dost er gêrig, kozh pe yaouank.

2023
Référence : DREAM p. 92

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux