memes
Stagit eus groñch Saig un troc’had barv, louet ivez, ledan evel ur bal, rust evel sekrep, hir ha fonnus evel foenn er prad dourek ; ur jod dezhañ, peurvuiañ e jod kleiz, koeñvet gant ur chik ken tev hag ho piz-meud, ha, pa'm bo lavaret deoc’h penaos den biskoazh na glevas Saig Jelvest, memes e-kreiz ar gwashañ degouezh, o sevel e vouezh ur wech uheloc’h eget eben, ec’h anavefet perc’henn ar Gwennili kerkoulz ha me.
— « Paour kaezh [paourkaezh] Herri ! » a lavaras ar skluzier. « Eñ eo neuze ar pakad du am eus gwelet bremaik o vont dreist ar skluz ? Bez’ ez eus tud war an douar hag o deus marvioù trist memes tra ! »
War ar memes tro, e teski ar vicher a noter ganin, hag a-benn da 25 bloaz, e c’halli kemer ma lec’h.
Job : — « Ha ! ha ! ha ! Ni ’zo paotred fin, memes tra. Ha ! ha ! »
Hogen, klevet o doa un dra : al louzoù gwellañ evit degas ar c’housked da unan bennak e oa kontañ ha kontañ hep ehan ar memes tra, war ar memes ton.
Ken hegasus all eo d'an dud mont en douar : evel ma ne c'hell ket ar bagoù karget eus an treizh stokañ ouzh al lestr en abeg d'an houl, e vezont diskennet e seurt "paneroù" a-istribilh, plas enno da bevar pe bemp den, hag ur wech aet ar vag da gichen ar pont-douarañ, e vezont sammet war hemañ er memes mod.
Penaos e rin 'ta ? Rak ne fell ket din bezañ kaset da skubeller, ne zeufent morse a-benn da naetaat al leukêr dirak an druvidobona diouzh delioù ar gwez ha feuilhennoù ar skolidi, pas memes gant ma balaenn blenchoù bezv dezhi ur pav kistin roman...
Anat eo, met gwelloc'h eo adlâret an dra-mañ kuit na vefe gwelet ar memes re o tiyalc'hañ bepred...
Da gentañ penn ez eus deus "breudeuriezh an armoù": evit ar stoumerien difeuls ez eo ur vignoniezh a ziwan dre m'en em gavont alies er memes strollad abalamour d'ar pezh a zo boutin dezhe.
Bezit seven, doujus met dibleg evel bepred : anavezout a rit ar gwirioù ho peus hag e-kreiz an abadenn oc'h[emaoc'h]-c'hwi memestra !
Sevel koubladoù stourmerien gant ar memes statud a vo tu d'ober ivez : da skouer e c'hall daou stourmer embann int prest da vezañ harzet, hag harzet e vint a-gevret neuze, kuit ne[na] chomfe un den e-unan-penn etre krabanoù ar polis.
Disheñvel e oa Christian diouzh ar pezh e oa bet Kathrine o c'hortoz, dillo ha kreñv, ha padal len ha diampartik war ar memes tro.
Mezh he doa Kathrine. Mezh gant an T-shirt, gant he holl zilhad, gant he dilhad dindan bemdez, atav ar memes re, a veze prenet tri-ha-tri, ar memes re hag a veze douget gant an holl verc'hed pe dost er gêrig, kozh pe yaouank.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
memesamant