1. En hevelep doare.
2. [1732] Termen a vez implijet gant ar c'homzer evit diskouez ez a en tu all d'ar pezh zo bet geriet gantañ a-raok, ez a ur bazenn pelloc'h eget kent.
[1732] E-lec'h o c'haret, ez tistroan memesamant va c'hein dezho.
HS. zoken.
3. Trl.
[1732] Bremañ memesamant : bremañ diouzhtu.
e-lec'h o c'haret, ez tistroan memesamant va c'hein dezho
ê leac'h o c'haret, ez tistroan memesamand va c'hein dèzo
1732
Daveenn :
GReg
pg (tant s'en) faut (que je les aimes, je ne peux pas même les regarder)
David petra bennak n'edo nemed ur c'hrennbaotrig c'hoazh, ha memesamant ur c'hornandonig e-skoaz ar jeant Goliath, a zeuas couscoude a-benn da lazhañ gant un taol baltram, ar pikol - felpenn – lakepod bras-se.
David petra bennac n'edo nemed ur c'hrenn-bautricq c'hoaz, ha memesamand ur c'hornandounicq ê-scoaz ar geant Golyath, a zeuas couscoude a benn da laza gand un taul baltramm, ar picqol - felpenn – laqqepod bras-ze.
1732
Daveenn :
GReg
pg geant (David, lorsqu'il n'étoit encore que d'une taille fort mediocre, & un nain en comparaison de Goliath, vint à bout de tuer ce geant, d'un coup de fronde.)