Ar bagad-se a c’hoarveze a bevarzek mil penn, kement-ha-kement eus an div reizh den, da lavarout eo seizh mil paotr ha seizh mil plac’h yaouank a oa bet, hervez ar c’hiz emaon o paouez menegiñ, unanet dre lidoù d’o c’heneiled gant o c’herent e frankizennoù ar vro-Wenn, e deiz kentañ an nevez-amzer.
Merket hon eus e daou pe dri arroud an evezhiadennoù en deus graet ; evit bezañ reizh, avat, ez eo war bep pajenn eo e rankfemp menegiñ e anv.
Bez' ez eus, war a lavarer, dre ar bed bras, levrioù hag oberoù, a-vil-vern, hag ar [sic] zispleg ar gudenn fraez[h] hag anat, pa ne venegont nemet ar garantez... karantez ar c'hig... karantez an den ouzh ar vaouez, a lavare ur wech bennak ar breur Arturo.
Menegomp c'hoazh, evit al lennerien n'o dije ket gwall soñj ken e oa [bet] ur gwallzarvoud e kreizenn nukleel Three Miles Island, e miz Meurzh 1979.
En ul levrig dudius, Afrikanische Geschichten, Leipzig 1938, e kont an Dr Albert Schweitzer (p.97 ha da heul ; ur mouladur gallek eus al levr-se a zo bet embannet ivez e Paris e 1941 : en hemañ emañ ar pezh a venegan er pajennoù 172-173) istorioù morianed hag a oa aet da Europa da heul o mestr.
Ar bloavezh 1240 a c'hall bezañ lakaet da boent loc'h ar chanter. Met e dibenn ar XVvet kantved, ouzhpenn daou c'hant hanter-kant vloaz da c'houde, edod c'hoazh o labourat warni [war an iliz-veur] d'he feurechuiñ. Ha c'hoazh e ranker menegiñ ne oa bet peurveget an tourioù nemet en XIXvet kantved.
D'ar poent-se e ranker menegiñ e vo tu da rannañ priz an telloù-kastiz etre an holl dud, ar pezh na vo ket tu d'ober ma vez kondaonet hini pe hini da vont d'an toull-bac'h...