menel
manet eo hon dilerc'h
manet
menel
menel
manet
Trec’h a vez graet anezho dre m’o deus trec’het war ar gouennoù estren ; hogen, setu perak n’eus nemeto eus an holl veuriadoù deuet a vro-Wenn a gement a zellezfe an anv a wirion : dre n’en em veskjont biskoazh gant ar gouennoù trec’het, dre ma nac’hjont digemerout ar gizioù hag ar yezhoù anezho ha pediñ o doueoù, dre ma vanjont gwirion d’al Lezenn.
Ar brud a oa en em skignet penaos an aotrou marc’heg, fritet gantañ e drantell e Roazhon pe e Pariz, en devoa ranket dont da c’houlenn repu digant e vamm ; darn all a lavare penaos ar marc’heg, erru un tamm en oad, tremenet gantañ e hanter-kant vloaz, a oa deuet da Gervarker da ziskuizhañ, evit disternañ, evit erbediñ an nebeud peadra a oa manet gantañ war-lerc’h ar c’hartoù hag ar merc’hed.
War-dro mareoù seizh eur diouzh an noz e tegouezhis er gêr-benn, hag, hep daleañ e neblec'h, a [sic] kerzhis etrezek ar gar, hini Lyon, ar sac'h war va chouk. A-barzh ma kimiadis diouzh Pariz ez is da ober ur weladennig e kêr, hag o vezañ graet ur c'hofad stalioù e lâris yao ! En tren adarre. Kerkent ha m'edon degouezhet em bagon, e stagis da lenn hag a-greiz lenn e vanjen kousket. Huniañ mat a ris war ar bank-keinok, rak skuizh-marv edon.
E-pad m'edomp a-zevri gant hol labour hag o varvailhañ, unan ac'hanomp hor-seizh a c'harmas : "22 !", ha raktal ar c'hwec'h all a vanas war-dav hag a reas an neuz da drevellat gwashoc'h eget biskoazh. Holl e ouiemp mat-tre - bep a dammig skiant hor boa prenet e stal delt an demezell Warandero a Doullarc'hwen - peseurt ster en doa ar youc'h "22 !".
menel bamet
manet
Evit ar stêr-mañ ne vije ket bet ar c'hleuzerezh o tont diwar an diveuzidigezh-se evit tizhout ar rann-draonienn manet bremañ a-zioc'h ar mor, ne vije bet kleuzet nemet ar gevrenn bet beuzet gant ar mor da vare ar bignidigezh deuet da heul.
Endra ma lakae tamm-ha-tamm an traezh hag al lec'hid da uhelaat goueled ar mor er plegoù-mor ledan, ha ma oa damziverket eno an draonienn, e vane houmañ diatred e-lec'h ma veze skubet kuit ar gouelezennoù gant ur vorredenn bennak.
E wreg 'vat, ur jolfa anezhi ha gwisket Doue’ oar, ne vane ket dilavar ; n’he devoa ket laeret he gwerzh-butun ar wrac’h ma voe bet distagellet ganti [...].
Evelato, gwell brim e teuas a-benn da foetañ e drantell, ha souzhet[-]krenn e vanis pa grogas va c'hulatorez Soaz Sapeur da ziskleriañ [zisklêriañ] din ar wirionez war he c'hed : "Selaou, mabig, emezi, graet eo an taol gant da dad brav ; dre lonkañ ez eo aet e holl vadoù en e gorf. [...]"
Sebezet e vanfe moarvat o lenn kement-mañ, rak n’eo ket ganti ez on bet dimezet, gwech ebet n’am eus graet dezhi al lez, ha goude se n’eo bet evidon na muioc’h na nebeutoc’h eget holl verc’hed all ar bed-mañ.
Siwazh ! evitañ da vezañ re verr, eme intanvez Ambroaz Thomas, manet eo evelkent va fri war ar gloued.
Gallet am bije, a gred din, en em zibab mat-tre gant c’hwec’h kant lur er bloaz, met o vezañ n’am boa ket tu da rastellat kemend-all a vadoù, ret[-]mat e oa din menel sac’het e Priel, ha klask ar primañ gwellañ ur stumm bennak da c’hounit va bara.
Dre se [Dre-se], ne felle ket dezhañ mont da ruzata nemet diouzh ret dirak Prieliz tuet atav da c'hodisal ; menel a rae 'ta er gêr, ha zoken d'ar sul [Sul], gant e reorig peget ouzh e dorchenn.
Marteze, n’ae ket kaer ar boutonoù d’am mamm-gozh, pe feuket e vije bet gant ar ger iskis-se ["cherompi"], n’eus forzh, droug a grogas enni ha hi dak dezhañ : « Klev 'ta, Kourtez, cherompi a zo bet graet ivez d’az fri, met ha pa vefe daouhanteret, moarvat e van awalc’h [a-walc’h] dioutañ da vountañ el lec’h m’ouzout ! »
Bep tro e chome ar merc’hed kalz re bell dirak ar melezour, daoust ha ma veze tremen poent tostaat d’an illiz, ha pa dinte ar c’hloc’h bras da zegas da soñj dezho n’hell ket evelkent ur beleg menel hep tamm na bannac’h a-hed un devezh war-zigarez koefoù : « Alo ‘ta, emezo, emañ ar person oc’h ober gwad fall ; krozal a raio dimp ».
A-wechoù, ne baden ket gant ar c’hoant goulenn digantañ daoust ha gwir e oa kement-se, met bep tro e vane va genou ken kloz hag ur gokouzenn, rak abafet e vezen gant e zaoulagad dilufr evel maen, ha dreist-holl abalamour ma chome ar peurliesañ hep distagañ na rak na perak.
Petra ' fell deoc’h ? yaouank e oan ha brevet[-]holl gant ur c’himiad ken berr ha ken doanius ; hogos diouzhtu e vanis kousket evel ur broc’h.
Ac’hanta, pa voe bet lidet hec’h obidoù war an ton bras, goude ma voe bet skuilhet gant pep hini e lod a zaeroù, den ne vane da virout ouzh an intañv d’ober diouzh ma troje en e benn, ha tamm ebet ne oa tuet da blegañ da Soaz Sapeur a blede du-mañ gant ar gegin, hag a rae ivez diouzh red war-dro an ostaleri hag ar stal.
Ha todilhon, ha gouel, ha mallozhioù, ken ma vane a-wechoù tud o tremen da selaou ha d’ober goap : « alo ’ta, emezo, bez’ eus adarre sach-blev etre E-Mari ha Soaz Sapeur ! »
Ur c'hoarig, - Mari vihan a veze graet diouti, - am eus bet, met mervel a reas ar paour-kaezh krouadur a-benn un daou pe dri miz ha setu penaos ez on manet pennhêr Tremel.
Paotr yaouank e oa manet evel[-]just, rak pebezh cholori ma c'hoarvefe d'ar seurt pod-houarn [sic, "pothouarn"] kavout ivez e c'holo !
N'eus manet evel[-]just roud ebet eus e oberennoù peogwir ne ouie na lenn na skrivañ, met plijout a rae dezhañ kanañ e sonioù hag e werzioù war lein un dosenn damdost d'e di en ur seniñ ur violoñs bihan-bihan, ur c'hoariell a ugent real bennak prenet gantañ e foar Dreger.
Kerse eo ganin, rak miret am boa holl luc'hskeudennoù va yaouankiz ha daoust ha ma krogent da zislivañ, plijout a rae din sellout outo ; met allas, goude an Dispac'h manet eo e Rusia ar fentusañ re, gant meur a deñzor all.
E-pad an noz etre ar merc'her hag ar yaou e klevis ar yer o krial hag o tiskournijal en o loch, hogen ne ris ket kement-se a van, ha menel a ris kousket adarre.
Mar boa plijus a-walc'h evidon bezañ o labourat en tachadoù ma oa manet divoulc'h ar c'hoad, ez eo ur c'hoari all pa ranker treuziñ an tachennoù plantet.
Da Sul zoken, evit d'he hoal marzhusañ bezañ kuzhet, ha dezhi da venel nebeut darempredet, e skede ar straed, e kemm gant an ardroioù teñval, dres evel un tantad e-kreiz ur c'hoad.
Ur vordilh a ilizoù gotek a oa manet diechu da-heul ar Grennamzer.
Difreuz e oa manet he relegenn briziusañ, mantell ar Werc'hez Vari mar plij, goude ma oa bet pulluc'het an iliz gant an tan-gwall.
"En em soñjet mat ec'h eus a-raok kemer un diviz?" a c'houlennan ouzh Katerina, tra ma klaskan menel difrom.
Ar re ac'hanomp, kozh pe goshoc'h, o deus gwelet ar filmoù ma oa an daou c'hoarier-se evel o adsevel a varv da vev Achille/Akilleüs hag Ulysse/Odisseüs ez eo manet bev enne o estlamm dirak mojennoù deuet eus an henamzer gozh, hag i manet ken nes d'hor c'halon koulskoude.
Mots précédents
Mots suivants
menestin