Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
57
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

V.k.e. 1. Kas (ub.) diwar e dro. Argas ar brini. HS. pellaat (diouzh). 2. (db. an dud) Kas (ub.) kuit eus al lec'h m'emañ, ma vev, en un doare rust ha groñs prl. Argas tud eus, diouzh ur vro. HS. bannañ, forbannañ, harluiñ, skarzhañ.

Exemples historiques : 
12
Masquer la liste des exemples

O digas a reas gantañ e-kreiz ar c’hoad ha reiñ da anaout dezho ar gwez, hag ivez al louzeier yec’hedus, dre zisklêriañ an dalvoudegezh anezho ha penaos ober ganto da bareañ kleñvedoù ha goulioù, da argas drouk-speredoù, da derriñ hud ha strobinelloù.

1923
Référence : SKET p.59

Nemetos a drec’has ar Skaled e triwec’h emgann ; o diouennañ a reas, pe o argas diouzh an holl rannoù-tir dalc’het gantañ.

1923
Référence : SKET p.126

argas eus ul lec’h

1923
Référence : SKET p.156, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Chasser, expulser d’un endroit".

Diwar an taol kentañ o dije argaset gant euzh an Ermaeziad, kuit a lezel da zihuniñ en o c’halon, e-kerzh emweladennoù re stank, ar fiziañs outo hag ar vignoniezh.

1923
Référence : SKET p.112

Pennoù-chatal tud Vanos n’em eus ket argaset diwar ar peurvan ; n’em eus ket skrapet anezho ; lakaet n’em eus ket, dre garmoù-hud, an tarv disperius hag ar vuoc’henned hañvesk ha dilaezh.

1923
Référence : SKET p.71

Pep gwallober, pep gwallc’her, pep gwallvenoz, kerkent ha gwelet, kerkent ha klevet, kerkent ha meizet, argas-i diouzh da spered, evit o feurankounac’haat.

1924
Référence : SKET.II p.28

argas

1927
Référence : GERI.Ern pg argas

argas

1927
Référence : GERI.Ern pg argas

A-hend-all, ar Varianited a guitaas Frañs er bloavezh 1901, argaset ma oant bet gant lezennoù Republik Combes.

1944
Référence : EURW.1 p60

Ha bremañ, ' sav a-vagadoù / Breizhiz ken taer hag o zadoù / Da gastizañ o gwaskerien / Ha d'argas an alouberien.

1960
Référence : PETO p58

Abaoe ma vez argaset ar c'hleñved da vat ez eo aet niver an dud taget war zigreskiñ kalz.

1985
Référence : DGBD p65

Savourien an nev hag ar groazenn, koulskoude, o doa roet digor en o zresad d'an holl nevezadennoù diouzh ar c'hiz, re ar goteg flammheñvel, argaset o doa diouzh o steuñv kalz a bennreolennoù sevel hag a oa bet o ren er chanter kozh.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 16

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux