Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
3
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Jahin roet da ub. en abeg d'e vennozhioù (politikel pe relijiel prl.). Merzherenti santez Barba. [1955] [...] eno, en ti brav-se. Ha dreist-holl er c’havioù dindanañ, e c’houzañvas merzherinti hag e skuilhas o bannac’hig gwad Doue hepken a oar pegement a dud, noblañs ha kouerien, bourc’hizien koulz ha micherourien pe jeneraled, paour pe binvidig, kozh ha yaouank, paotred ha merc’hed [...]. 2. Dre skeud. Tra a laka da c'houzañv. Ma botoù nevez zo ur verzherenti evidon. [1955] N’eo ket gant an hir e veze ar veaj, an enoüs anezhi an hini eo ’veze kiriek d’ar verzherinti am boa da c’houzañv.

Exemples historiques : 
14
Masquer la liste des exemples

merzherinti

1499
Référence : LVBCA p143 (martire)

Neuze ez komañsas ar werc'hez da brezeg dezhe ar joaioù eternel a Zoue hag en o c'hoñvertisas d'ar fez katolik, hag ez lavaras dezhe he devije ar gurun a verzhirinti.

1576
Référence : Cath p17

Hag ar werc'hez santez Katell o c'hoñforte hag o eksite da vezañ koñstant ha ferm da c'houzañv merzherienti, ha gant dilijañs o instruas er fez.

1576
Référence : Cath p15

merzherinti an Intron Varia

1732
Référence : GReg pg (la) compassion (de la très-Sainte Vierge)

merzherinti

1850
Référence : GON.II pg merzériñti (martyre, la mort ou les tourments endurés par un martyr. de plus, tourment, grande peine).

Marteze an tennoù fuzuilh a denne ar chaseerien a zigase da soñj dezhañ eus a verzherenti e genvreudeur.

1877
Référence : EKG.I. p.55

Ned an ket da gontañ deoc’h merzherinti an aotrou Branelleg. Leun a nerzh hag a feiz, ne grenas ket dirak ar marv.

1878
Référence : EKG.II p.234

Klevout gwigour an nor o tigeriñ, o serriñ, an dud o vale war al leur-di pe o kaozeal en he c’hichen a zo ur verzherinti eviti. Hag aes eo kompren.

1944
Référence : ATST p.39

An diaoul kentañ. — « Herri en deus gouzañvet ur verzherinti war an douar. » An eil diaoul. — « Ur verzherinti en e gorf, ur verzherinti en e spered. »

1944
Référence : ATST p.60

Diaes [e]n em gave ar breur Arturo. Paotr e oa da c'houzañv ar verzherinti evit e feiz.

1949
Référence : SIZH p.41

N’eo ket gant an hir e veze ar veaj, an enoüs anezhi an hini eo ’veze kiriek d’ar verzherinti am boa da c’houzañv.

1955
Référence : VBRU p.40

[...] eno, en ti brav-se. Ha dreist-holl er c’havioù dindanañ, e c’houzañvas merzherinti hag e skuilhas o bannac’hig gwad Doue hepken a oar pegement a dud, noblañs ha kouerien, bourc’hizien koulz ha micherourien pe jeneraled, paour pe binvidig, kozh ha yaouank, paotred ha merc’hed, n’eus forzh, rak ne veze sellet berr nag ouzh oad pe beadra, nag ouzh stad nag ouzh orin : en ur ger, ouzh tanfoeltr netra.

1955
Référence : VBRU p.52-53

Dre ma kroge hor c'higennoù da skuizhañ e teue evidomp ur verzherinti chom hep flach, ha laouen e voemp da gaout pelloc'h ur plas da vont en douar, evit lakaat ar gwad da fiñval en hor gwazhied.

1985
Référence : DGBD p197

Kaset e oan bet d'ur skol alamanek hag ur verzherinti e oa evidon rak ne ouien ger alamanek ebet.

2015
Référence : EHPEA p397

L'Office public de la langue bretonne