Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
117
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

V.k.e. Jahinañ ub. en abeg d'e vennozhioù (politikel pe relijiel prl.). Edo ar vourevien ouzh e verzheriañ. Fouge a veze enno pa c'hallent kaout ur beleg bennak da verzheriañ. EVEZH. Distagañ a reer ar furm "merzher" (trede gour unan amzer-vremañ an doare-diskl. hag eil gour unan an doare-gourc'h.) evel-henn : ['mɛrzɛrj].

Exemples historiques : 
14
Masquer la liste des exemples

merzherife

1499
Référence : LVBCA p143 (martirer, tuer de male mort)

35. Darn a ra douet pe hi a voe merzheriet gant Maksentian pe gant Maksimian rak [an] tri a uzurpe neuze an impalaerded, eleze : Kustantin peheni dre suksesion paternel en devoe kontinuet an impalaerded ha Maksentius mab da Vaksimian peheni a voe graetanvet gant ar Romaned « augustus », ha Maksimian a voe anvet « sezar » gant ar re diouzh [an] Oriant[.]

1576
Référence : Cath p26-27

merzheriañ

1659
Référence : LDJM.1 pg martyriser

merzheriet

1850
Référence : GON.II pg merzéria

merzheriañ

1850
Référence : GON.II pg merzéria

Lakait dilhad evel va re-me, ha den ne roy van evit ho kwelet, rak ar re fall a zo dre ar vro, a gav dezho oc’h bet ivez merzheriet er memes taol gant ho kenvreudeur.

1877
Référence : EKG.I. p.52

Pet den a voe lazhet eno dre drubarderezh ? Pet den a voe merzheriet en deiz-se, abalamour d’o c’harantez evit Doue, war hent Santez Berc’hed ? Den n’her gouezo biken.

1877
Référence : EKG.I. p.168

Mes ar manac’h a zivinas raktal edo koustiañs an den kozh-se o pikat anezhañ, hag e lavare outañ e-unan : Hemañ, an den-mañ, ma n’en deus ket merzheriet va c’henvreudeur, menec’h Sant-A[l]bin, a dle bezañ merzheriet menec’h-all, ha va c’homzoù a ya betek goueled e galon.

1877
Référence : EKG.I. p.57

Ne espernent beleg ebet, ha fouge a veze enno pa c’hellent kaout ur beleg bennak da verzheriañ.

1878
Référence : EKG.II p.83

An tad-se, merzheriet gand tud goue[z] ar Broio[ù] pell, ‘zo bet disklêriet evurus gant an Tad santel ar Pab.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

An aotrou person, pep Sul, er gador-sarmon, a lenn deomp, ha penn-da-benn, buhez ur Sant pe ur Santez, graet gante pinijenn galet war an douar, bet merzheriet, hag a zo aet, hep douetañs ebet, war nij, ha war-eeun, d’ar Baradoz.

1925
Référence : BILZ2 p.133

En an' Treinded skedus an Nec'h, / Tad galloudek, Mab ha Spered, / A ren Douar, Mor ha Stered, / Ha da goskor an Ifern trec'h, / Digemerit an absolvenn / ' Ro deoc'h beleg kaezh dizeriet / Ar wir Iliz ken merzheriet / 'Vit ho kas d'an Neñvoù hollwenn.

1960
Référence : PETO p84

Ra vo skouer Ho sant merzeriet / Ur c'houlaouenn lintrus he sked / D'am c'halon sec'h ha dizeriet / Da ziarbenn lasoù ar bed !

1960
Référence : PETO p53

P'en em lakaint d'am merzheriañ, / Ganto kannet ha ganuzet, / Dezho 'm eus aon da ziskleriañ / Pelec'h 'm eus ar c'hure kuzhet.

1960
Référence : PETO p50

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux