Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
102
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

V.k.e. 1. Damwelet. E verzhout a rit-hu ? 2. Dont da c'houzout, da anavezout udb. dre skiantoù e gorf. He bugel a verzhas o tridal enni. 3. Teuler evezh ouzh udb. N'o doa ket merzhet ar skritell er porzh : difenn mont tre. A-bouez eo merzhout an diforc'h etre Kristeniezh Roma ha hini ar Gelted.

Exemples historiques : 
23
Masquer la liste des exemples

merzhout

1732
Référence : GReg pg apercevoir

merzhet

1732
Référence : GReg pg apercevoir

merzhout a eure

1732
Référence : GReg pg apercevoir

e verzhout a rit-hu ?

1850
Référence : GON.II pg merzout

merhet

1850
Référence : GON.II pg merzout

merzhout

1850
Référence : GON.II pg merzout

merzhout a ra penaos n'eo mui yaouank

1850
Référence : GON.II pg merzout

Dre an hunvre-se en em welas o kerzhout war-lerc’h ar marc’h kalloc’h Rânakos e-pad seizh nozvezh ha seizh devezh, ma verzhe al loar hag an heol o sevel dalc’hmat d’e zorn dehou hag o vont da guzh d’e zorn kleiz.

1923
Référence : SKET p.119

Merzhout

1923
Référence : SKET p.185, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Apercevoir".

Glanded, gouiziegezh ha kened ar Breur hag ar C’hoar a veze merzhet an nerzh anezho, a-bell evel a-nes, betek gant an disterañ hag ar gouesañ krouadurioù.

1923
Référence : SKET p.60

Kement-se a zigouezh bep tro m’en em gav Kreisteiziz gant merc’hed hor gouenn, her merzhout am eus gallet ober me va-unan meur a wech (2).

1923
Référence : SKET p.100

Hag e renas ar sioulded el logell hag an nec’h hag an enkrez, rak n’o doa ket tremenet an daou bried hep merzhout esmae ar plac’h yaouank ha mantret edo o c’halon gant ar c’homzoù anezhi.

1923
Référence : SKET p.105

En amheol glas a oa en em ledet war ar mor, m’edo gantañ evel mantellet a gañv, e verzas Vindosêtlos, dirak staon e vag, dour ar ganol du da welout e-kreiz an tachadoù eon. An donded eo hel lakae da vezañ du.

1924
Référence : SKET.II p.43

merzhout

1931
Référence : VALL pg apercevoir, aviser

Unan a verzhis c'hoazh o vont hag o tont eus an eil d'egile, un aotrou uhel, gant ur barv begek, hag a seblante bezañ mestr bras ar gouel.

1944
Référence : EURW.1 p71

Nec'het e oa o verzhout e wele an traoù gant daoulagad nevez. Ne vourre mui zoken e kompagnunezh e genvreudeur.

1949
Référence : SIZH p.46

Redek a reas ur gridienn penn-da-benn e gorf, ha merzhout a reas, n'em eus ket lavaret hep ur mousc'hoarzhig laouen, edont aze, eñ, gwenn-kann en e sae vanac'h, hag hi, du evel askell ar vran.

1949
Référence : SIZH p.42

[...] : kevrin ar Grouadelezh, a stummas disheñvel an den hag ar vaouez. Biskoazh, kent neuze, n'en doa merzhet e oa ar Vaouez « tra disheñvel ».

1949
Référence : SIZH p.56

Ha ma ne zeufe ket !... Biskoazh kement-all ! Edo ar breur Arturo o verzhout e oa ret dezhañ he gwelout, ur wech diwezhañ...

1949
Référence : SIZH p.64

Amañ e c'heller merzhout war un dro c'hoant oberiañ mab-den, hag e wander.

1985
Référence : DGBD p27

Krediñ a ris lakaat va zammig aotrou da verzhout e oa c'hwezh falsentez gant an afer-se

2012
Référence : DJHMH p14

Tresoù ar savadur a weler splannoc'h ha merzout a c'hall an nen pegen linennek eo an arz gotek, linennoù eeun, linennoù kromm, linennoù o weañ, linennoù o tremen gwech dre zindan, gwech dreist ar re all.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 21

A-greiz-holl e verzhan em eus aon ha kregiñ a ran da gompren perak e vev Gikas bemdez-c'houloù gant an aon da ober ur gammed c'houllo.

2015
Référence : EHPEA p46

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux