[...] : kevrin ar Grouadelezh, a stummas disheñvel an den hag ar vaouez. Biskoazh, kent neuze, n'en doa merzhet e oa ar Vaouez « tra disheñvel ».
Met n’eus den, nemet ha yennet e vefe bet er stad-se, barrek da verzout peseurt gwalenn eo e gwirionez ar vougasenn euzhus-se, ken tev, ken divoull hag ur vantell stoub kouezhet warnoc’h en ur serr-lagad, hag a guzh ouzhoc’h mor, oabl, hag all, evel pa vefec’h o c’hoari mouchig-dall.
Un draig evelkent am eus merzet : ne vez ken kavet dre amañ kemend-all a oristaled, paotred ha merc’hed sebezus-tre, ha gwazh a se, rak paour kaezh tud ar peurliesañ, lakaat a raent evelato temz ha pebr en ur vuhez a-wechoù gwell [gwall] divlaz paneveto.
Krediñ a ris lakaat va zammig aotrou da verzhout e oa c'hwezh falsentez gant an afer-se
Tresoù ar savadur a weler splannoc'h ha merzout a c'hall an nen pegen linennek eo an arz gotek, linennoù eeun, linennoù kromm, linennoù o weañ, linennoù o tremen gwech dre zindan, gwech dreist ar re all.
A-greiz-holl e verzhan em eus aon ha kregiñ a ran da gompren perak e vev Gikas bemdez-c'houloù gant an aon da ober ur gammed c'houllo.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
merzhout