Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
6
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Stn. 1. (db. an dud) Bras e bouez en ur gevredigezh. Un den meur, ur Breizhad meur. Unvanour meur ar vro. & (goude un anv roue, priñs, h.a.) Alan Veur, roue Breizh. An impalaer Karl Veur. 2. Ger a dalvez da verkañ pouez ur garg en ur gevredigezh, en un ensavadur. Kuzulier meur ar roue. 3. (db. obererezhioù an dud) Pouezus, uhel. Un oberenn veur. Mennozhioù meur. 4. (db. an traoù) Sebezus abalamour d'e vent vras, meurdezus. Skourroù meur ur wezenn. Degouezhet e oant dirak ar gêr veur. II. (en ur c'henstrollad gerioù, goude un ak. spizad) 1. (db. an dud) Pennañ, galloudusañ. Ur rener-meur. Ur roue-meur. Ur beleg-meur. 2. (db. ar gevredigezh, an ensavadurioù) Bras e bouez. Ur vodadeg-veur : a dolper enni holl izili ur gevredigezh. Ar c'huzul-meur : bodad dilennidi a bled gant traoù an departamant. & Un hent-meur : bet pouezus gwechall, bet savet gant ar Romaned a-wechoù. & (er relijion gristen) Ar Merc'her-Meur : Merc'her*-al-Ludu. Ar Sizhun-Veur : ar sizhun zo a-raok Pask. & Al Liñvadenn-Veur : alouberezh an douar gant an doureier, hervez ar Bibl. 3. Ger a dalvez da sevel anvioù-broioù, anvioù-lec'hioù h.a. Breizh-Veur. Kernev-Veur. Menez-Meur. 4. (db. al loened, an traoù) Mentek, sebezus abalamour d'e vent vras. Marmouz*-meur. & Maen-meur : savadur maen diven, bras e vent. & Kleze-meur : kleze emgann, dezhañ div zremm, graet evit skeiñ gant ar beg hag an dremmoù anezhañ.

Exemples historiques : 
60
Masquer la liste des exemples

traoñ meur

1499
Référence : LVBCA p144, 196 (grand vallee)

meur

1499
Référence : LVBCA p144 (grand)

hent meur pe bras

1659
Référence : LDJM.1 pg (grand) chemin

meur

1659
Référence : LDJM.1 pg grand

ar gambr veur

1732
Référence : GReg pg (grand') chambre

an absolvenn-veur

1732
Référence : GReg pg absoute

an ti-se a sko war an hent meur

1732
Référence : GReg pg aboutir

meur

1732
Référence : GReg Rakskrid, grand (-e, Van.)

meur

1732
Référence : GReg Rakskrid, grand (-e, Van.)

demerc'her an meur

1732
Référence : GReg pg (le jour des) cendre(s)

kambr veur

1732
Référence : GReg pg (grand') chambre

hent meur

1732
Référence : GReg pg chemin (de Roy, grand chemin), grand (Grand chemin.)

meur a dud

1732
Référence : GReg pg force (Force poissons.)

meur

1732
Référence : GReg pg grand (-e)

meuroc'h

1732
Référence : GReg pg grand (-e)

meurañ

1732
Référence : GReg pg grand (-e)

meurañ

1732
Référence : GReg pg grand (-e)

Breizh-Veur

1850
Référence : GON.II pg meûr

an iliz veur

1850
Référence : GON.II pg meûr

meur

1850
Référence : GON.II.HV pg maour

meur

1850
Référence : GON.II.HV pg maour

an hent meur

1850
Référence : GON.II pg meûr

meur

1850
Référence : GON.II pg meûr

da varzh meur Breizh, an aotrou Kermarker

1867
Référence : MGK p.1

Balzamet gant preder, ra chomo gant ar re vev, ra vlenio kuzuliadeg ar rouanez, ra glevo kelenn digantañ ar roue-meur e kement enkadenn a c’hallfe dont warnoc’h !

1923
Référence : SKET p.123

Fromet war un dro gant al levenez ha gant an doujañs, e pennline mibien Vanos hag ec’h astennent o divrec’h, palv o daouarn savet-digor etrezek an herberc’hidi-veur o tigouezhout en o zouez.

1923
Référence : SKET p.60

meur

1923
Référence : SKET p.185, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Grand (surtout au sens moral)".

danevell-veur, danevell hollek

1923
Référence : SKET p.167, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "histoire générale".

[...] : an Huperborean Abaris oc’h ergerzhout ar C’hres ; an div werc’hez huperborean Arge hag Opis, a-gevret ganto Apollo hag Artemis, o weladenniñ santual-meur enezenn Delos.

1923
Référence : SKET p.145 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

Gantañ ha diwezhatoc'h heptañ, em eus ergerzhet an holl vroioù-se, bro "Belovesos" da gentañ, an douar uhelvrud, pinvidik ha frouezhus douret gant ar Bodinkos hag an adstêrioù anezhañ, ar Vinolandon, puilh ennañ an trevadoù mezvus en tu-hont hag e-harz ar menezioù bras erc'hek, e troad an hirziarrozioù koadek ma kantre warno an arzh, ar c'hazh gouez hag ar c'havr, ouzh glann al lennoù-meur glas, sioul ha don o dourioù evel an oabl en devezhioù hañv.

1923
Référence : SKET p.13

Dre enskrivadurioù war bezhioù moneiz, ec’h anavezer ur « Kissiambos » a oa vergobretos (da lavarout eo reizhaouer meur) war al Lexoved (Lexovii).

1923
Référence : SKET p.23

Neuze eo e teuas eus don Nemobitus Rogiamon, ar goañv-meur, a voe skleret gantañ uhelañ kevrenn ar bed ha peurc’holoet a skorn, a riell hag a erc’h.

1923
Référence : SKET p.29

Hag ur sioulded veur en em ledas war ar c’hoadoù hag an doureier, en neñv ha war an douar.

1923
Référence : SKET p.35

Rak, eus an tantad-meur-se, evel eus moell ur rod nav-skinek, en em vannas neuze dre holl zouar Manos an nav fennvennozh : frouezhusted douar, yec’hed chatal, kreñvder gwazed, kened merc’hed, paoted vugale, hinon amzer, distan glav, puilhded eien, gwrez heol.

1923
Référence : SKET p.57

Argadadenn an Heizez-Veur hag he c’hirvi.

1924
Référence : SKET.II p.54

Ya, na pegen bourrus e oant da welout, al listri uhelvourzhek-se gant o gwernioù uhel ha garidaouek, liesskourrek ha liessugellek, o sentiñ evel pa vefent bev (e gwirionez, buhez a yoa enno) ouzh geriou gourc'hemenniñ un den hepken, penn meur ar skouadrenn, hag o riklañ war an dour glas ker flour ha meuriadoù elerc'h war ul lenn ec'hon, distrafuilh ha dielestr.

1929
Référence : SVBV p.15

Breuriezh veur ar brezhoneg

1931
Référence : VALL pg académie (bretonne)

meur

1931
Référence : VALL pg auguste

gad-veur Patagonia

1931
Référence : VALL pg agouti

amiral meur

1931
Référence : VALL pg amiral

Ne oa ket diouzh ret ul lamm-skorn er c'hember, rak a-live e veze gorre ar skorn en draonienn vihan gant hini an draonienn veur.

1943
Référence : TNKN p42

War gorre Beg-ar-C’hraneg, ez eus bet gwechall ur c’hastell meur hag e oa o chom ennañ priñsed c’halloudek ; ar c’hastell a zo bet dismantret en amzer gozh, hag, ennañ, eo chomet kuzhet an teñzor burzhudus a lavaren deoc’h.

1944
Référence : ATST p.44

An Durocher (sic) en doa c'hoant ma vije krouet ur gannadelezh eus ar gevredigezh evit Pariz, hag e-unan da gannad meur.

1944
Référence : EURW.1 p.133

Goude-se hor boa graet anaoudegezh gant ur C'hernevad meur, diskibl d'an tad Hayde, e anv John Hobson Matthews.

1944
Référence : EURW.1 p61

Ar c’harroñsoù a chom a-sav dirak pazennoù an nor veur.

1944
Référence : EURW.1 p.118

Evit ar votadegoù, Kerviler a voe miret da renner, gant an Estourbeillon da gannad meur.

1944
Référence : EURW.1 p.190

Da c’hwec’h eur, ar c’hleron gedour a drompilhas an dihun, e pevar c’horn ar porzh meur. War-sav !

1944
Référence : EURW.1 p.193

E zilhad soudard a voe lezet gantañ da vont kuit ; pa oan bugel am eus soñj bezañ kavet brav an doupenn reun ruz a oa war e chako lêr, hag ar fourajerennoù ruz kordennet, gant brochennoù kouevr a veze a-istribilh ouzh ar skoaz, hag ar c'hleze meur gant e zornell kouevr, a oa e-pign ouzh speurenn ar gambr, hag a veze miret holl gantañ evel eñvorennoù e amzer verr a varc'heger.

1944
Référence : EURW.1 p10-11

Diwar ar Pont-Meur e welen ar gêr sklêrijennet.

1944
Référence : EURW.1 p78

Bremaik, dres e-giz ma voe livet, un drugar, gant Murillo, an arzour meur, eo tarzhet dirak e selloù, e-kreiz un nijad aeledigoù kuilh ha noazh, ar Werc’hez dibec’hed, gant he zreid benniget war gresk al loar, he daouarn juntet ganti war he c’halon, he selloù goursavet ; ha ken azeulus he dremm, e stern kurunenn he fennad blev fuilhet war he diskoaz !...

1949
Référence : SIZH p.38

Bremaik e vo poent morailhañ an nor, ha distreiñ d'al laezioù, du-se, er penn pellañ eus al leandi meur.

1949
Référence : SIZH p.65

P'oc'h deut d'am barn, ma barnit mat / Hag hervez lezenn veur an Tad.

1960
Référence : PETO p73

Nec'h hag enkrez leizh da grubuilh / Ha gwall-chalet gant an drubuilh / Pa zibabez ar wenodenn / Az sach ganti dizereat / Diwar vali veur an dlead, / Tav, eta, gant da sorodenn !

1960
Référence : PETO p21

Ken divent eo ar bae koulskoude, kement a blegoù, a aberioù hag a gorvigelloù a zo ennañ da gargañ, ma vez gant ar mor, d'al lanv ha d'an tre, kas ur stêr veur.

1985
Référence : DGBD p48

Al latar a astenne c'hoazh e zivaskell war ar gêr veuzet, ma lugerne ar c'hleuzeureier evel skarboukloù ; aet boud ha damvouget gant ar goabrenn-se, e kendalc'he buhez ar gêr da zibunañ dre ar balioù meur, en ur rollañ ha trouzal e doare un avel nerzhus.

2012
Référence : DJHMH p48

Da ziwezhañ ez eus fellet din komz diwar-benn an dra-se pa'z eo gwir ez eo alies ar goulenn kentañ a vez savet ouzhin, evel pa vije dastumet holl an oberenn veur-se en un draig aet "a-dreuz" e-kerzh ar savidigezh.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 23

Ma stokan er vezeion veur hag er c'hlinikennoù, n'emaon ket hepken en taras da lezel darbodoù war ma lerc'h met ivez da boazhañ ma zreid war ar glaou ruz.

2015
Référence : EHPEA P40

Arguzennoù, fedoù, chomlec'hioù ha niverennoù pellgomz, eurioù digeriñ ha serriñ, deiziataerioù a-wechoù, skrivet enne pelec'h ha pegoulz e vo gwelet penn-bras-mañ-penn-bras peotramant pegoulz en em vodo kuzul embregerezh-mañ-embregerezh pe kuzul meur an aksionerien...

2015
Référence : DISENT p73

A-benn neuze emañ pep tra en e blas evit ma fazife an enebourien, evel ma c'hoarvezas e 2009 e Strasbourg da geñver emvod meur an OTAN, pa oa krog ar boliserien da vont e ti an dud evit kemer digante ar bannieloù peoc'hus a oa bet staget ouzh ar pondalezioù-diavaez.

2015
Référence : DISENT p146

Ar pezh ez it da lenn amañ da-heul n'eo nemet boulc'hadenn ul labour meur ha war hir dermen ez aio kalz a vloavezhioù d'e gas da benn.

2016
Référence : ILIAS p3

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux