Pellgargañ ar gerioù kar hanter-veurveinek iliz-veur meuraat meurded meurdez
meur
hent meur pe bras
meur
demerc'her an meur
meur
meuroc'h
meurañ
meur
danevell-veur, danevell hollek
Gantañ ha diwezhatoc'h heptañ, em eus ergerzhet an holl vroioù-se, bro "Belovesos" da gentañ, an douar uhelvrud, pinvidik ha frouezhus douret gant ar Bodinkos hag an adstêrioù anezhañ, ar Vinolandon, puilh ennañ an trevadoù mezvus en tu-hont hag e-harz ar menezioù bras erc'hek, e troad an hirziarrozioù koadek ma kantre warno an arzh, ar c'hazh gouez hag ar c'havr, ouzh glann al lennoù-meur glas, sioul ha don o dourioù evel an oabl en devezhioù hañv.
Argadadenn an Heizez-Veur hag he c’hirvi.
Ya, na pegen bourrus e oant da welout, al listri uhelvourzhek-se gant o gwernioù uhel ha garidaouek, liesskourrek ha liessugellek, o sentiñ evel pa vefent bev (e gwirionez, buhez a yoa enno) ouzh geriou gourc'hemenniñ un den hepken, penn meur ar skouadrenn, hag o riklañ war an dour glas ker flour ha meuriadoù elerc'h war ul lenn ec'hon, distrafuilh ha dielestr.
meur
gad-veur Patagonia
Ne oa ket diouzh ret ul lamm-skorn er c'hember, rak a-live e veze gorre ar skorn en draonienn vihan gant hini an draonienn veur.
War gorre Beg-ar-C’hraneg, ez eus bet gwechall ur c’hastell meur hag e oa o chom ennañ priñsed c’halloudek ; ar c’hastell a zo bet dismantret en amzer gozh, hag, ennañ, eo chomet kuzhet an teñzor burzhudus a lavaren deoc’h.
E zilhad soudard a voe lezet gantañ da vont kuit ; pa oan bugel am eus soñj bezañ kavet brav an doupenn reun ruz a oa war e chako lêr, hag ar fourajerennoù ruz kordennet, gant brochennoù kouevr a veze a-istribilh ouzh ar skoaz, hag ar c'hleze meur gant e zornell kouevr, a oa e-pign ouzh speurenn ar gambr, hag a veze miret holl gantañ evel eñvorennoù e amzer verr a varc'heger.
Bremaik, dres e-giz ma voe livet, un drugar, gant Murillo, an arzour meur, eo tarzhet dirak e selloù, e-kreiz un nijad aeledigoù kuilh ha noazh, ar Werc’hez dibec’hed, gant he zreid benniget war gresk al loar, he daouarn juntet ganti war he c’halon, he selloù goursavet ; ha ken azeulus he dremm, e stern kurunenn he fennad blev fuilhet war he diskoaz !...
Bremaik e vo poent morailhañ an nor, ha distreiñ d'al laezioù, du-se, er penn pellañ eus al leandi meur.
P'oc'h deut d'am barn, ma barnit mat / Hag hervez lezenn veur an Tad.
Ken divent eo ar bae koulskoude, kement a blegoù, a aberioù hag a gorvigelloù a zo ennañ da gargañ, ma vez gant ar mor, d'al lanv ha d'an tre, kas ur stêr veur.
Al latar a astenne c'hoazh e zivaskell war ar gêr veuzet, ma lugerne ar c'hleuzeureier evel skarboukloù ; aet boud ha damvouget gant ar goabrenn-se, e kendalc'he buhez ar gêr da zibunañ dre ar balioù meur, en ur rollañ ha trouzal e doare un avel nerzhus.
Da ziwezhañ ez eus fellet din komz diwar-benn an dra-se pa'z eo gwir ez eo alies ar goulenn kentañ a vez savet ouzhin, evel pa vije dastumet holl an oberenn veur-se en un draig aet "a-dreuz" e-kerzh ar savidigezh.
Ma stokan er vezeion veur hag er c'hlinikennoù, n'emaon ket hepken en taras da lezel darbodoù war ma lerc'h met ivez da boazhañ ma zreid war ar glaou ruz.
Arguzennoù, fedoù, chomlec'hioù ha niverennoù pellgomz, eurioù digeriñ ha serriñ, deiziataerioù a-wechoù, skrivet enne pelec'h ha pegoulz e vo gwelet penn-bras-mañ-penn-bras peotramant pegoulz en em vodo kuzul embregerezh-mañ-embregerezh pe kuzul meur an aksionerien...
A-benn neuze emañ pep tra en e blas evit ma fazife an enebourien, evel ma c'hoarvezas e 2009 e Strasbourg da geñver emvod meur an OTAN, pa oa krog ar boliserien da vont e ti an dud evit kemer digante ar bannieloù peoc'hus a oa bet staget ouzh ar pondalezioù-diavaez.
Ar pezh ez it da lenn amañ da-heul n'eo nemet boulc'hadenn ul labour meur ha war hir dermen ez aio kalz a vloavezhioù d'e gas da benn.