Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Perzh ar pezh zo meur. Doue en em ziskouezas e-kreiz an holl verkoù eus e veurded. Gwezennoù leun a veurded a save hir o fust e don ar c'hoad. [1954] E-pad ar veaj e tegouezhas din gwelout an aotrou-se : evitañ da vezañ treutoc'h eget ur geuneudenn, bez' oa warnañ meurded ur chaloni ha zoken ur c'hardinal. 2. A-WECHOÙ [1954] Meurdez. [1954] Biskoazh betek-henn na'm eus gwelet divalovoc’h den eget e Veurded Carlos daou.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

meurded

1732
Daveenn : GReg pg grandeur (ce qui est opposé à la petitesse)

meurded

1732
Daveenn : GReg pg circonspection (discretion en ses paroles & en ses actions), consideration (attention à bien examiner la nature, le mérite d'une chose)

gant meurded

1732
Daveenn : GReg pg considérement

gant meurded vras

1732
Daveenn : GReg pg considérement

meurded

1850
Daveenn : GON.II pg meûrded (grandeur, par opposition à petitesse. grande quantité).

C’hoazh e tezrevelle din ar sklav peger kaer, ha sioul, ha don ez oa koadoù e vro, peger sonn, ha tev, ha hir kefioù ar gwezennoù enno, pegen ledan, leun a veurded ha deliaouet-stank ar pennad-barroù anezho o krenañ hag o vouskanañ dindan flourad an avel.

1923
Daveenn : SKET p.48

"meurded" gg.

1923
Daveenn : SKET p.185, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Grandeur".

D’am meno, n’eo ket Kristiania par da Stokholm ; na pell ac’hane, n’eus na kaerder na meurded war he ziez hanter wenn pe louet, he savadurioù, ha zoken ar re vrasañ, an darn vuiañ anezho graet gant brikennoù – ha koulskoude n’eo ket ar vein a rafe diouer du-hont ! – hag i e-pign ouzh tor ur pikol menez evel pa vijent bet steket [sic, stoket] outañ war ar prim.

1954
Daveenn : VAZA p.167

Biskoazh betek-henn na'm eus gwelet divalovoc’h den eget e Veurded Carlos daou.

1954
Daveenn : VAZA p.131

Roue ha kan-bale, ne oa meurded ebet nag en eil nag en egile.

1954
Daveenn : VAZA p.139

E-pad ar veaj e tegouezhas din gwelout an aotrou-se : evitañ da vezañ treutoc'h eget ur geuneudenn, bez' oa warnañ meurded ur chaloni ha zoken ur c'hardinal.

1954
Daveenn : VAZA p.147

Kerkent ha ma savas ar pennoù-bras diouzh taol, e tiredas ar gwaz-mañ da zastum gant doujañs ar boulloùigoù stummet gant bizied e Veurded.

1954
Daveenn : VAZA p.161-162

Atredoù ur veurded bet ha n'eus den chalet ganti rak Bro-C'hres a-bezh ne chom diouti nemet atredoù ur veurded bet.

2016
Daveenn : BARDF p. 58

Notennoù studi

Hervez ar Gonideg (GON.II) ne vez ket graet alies gant ar ger-mañ.

Ofis publik ar brezhoneg