Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. H.b. Perzh ar pezh, an hini zo meur (I). Braster ha meurdez ar vro-se. Kerzhed ha meurdez ur rouanez a oa dezhi. HS. meurded. 2. B. Titl a zoujañs a roer d'un impalaer, d'ur roue. Edo a-zevri o steuñviñ trubarderezh a-enep he Meurdez ar Rouanez. E Veurdez ar Roue.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

meurdez

1850
Daveenn : GON.II pg meûrdez (majesté, grandeur suprême, auguste et souveraine).

Gant kalz a veurdez e valee.

1850
Daveenn : GON.II pg meûrdez (il marchait avec beaucoup de majesté).

Lod eus e veurdez en deus roet Doue d'ar roueed.

1850
Daveenn : GON.II pg meûrdez (Dieu a communiqué aux rois une portion de sa majesté).

"meurdez" gg.

1924
Daveenn : SKET.II p.135 « Geriadurig », "Majesté".

Gwisket hag armet en doare-se e c’hourlamme leun a neuz-vat hag a veurdez, kaer ha taer da welout, ha war he seulioù e kerzhe stank, o fri er vann ha dispourbellet o daoulagad, an engroez kirvi.

1924
Daveenn : SKET.II p.55

Bep beure, pa zeu bannoù an heol da skeiñ ar rec’hier m’emañ diazezet warno, e sav diouto un hesonadenn don ha leun a veurdez (2).

1924
Daveenn : SKET.II p.74

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial