1. Anv trede miz ar bloaz, ennañ un deiz ha tregont.
Kaouadoù kazarc'h Meurzh. Bleuñv o tigeriñ e Meurzh, kerkent ha hanter Veurzh.
&
Trl. (dre verr., er c'hrennlavarioù d.h.)
Meurzh da Veurzh : pa zegouezh deiz kentañ ar miz-se da Veurzh.
&
Gouel*-Maria-Meurzh.
2. (goude ar ger miz)
Ar miz-se.
Adalek miz Meurzh. D'ar 26 a viz Meurzh.
EVEZH. : ne lakaer ger-mell ebet dirak Meurzh, na dirak miz Meurzh kennebeut prl.
Référence :
GON.II
pg kédez (l'équinoxe de mars ou du printemps).
Meurzh
merc'h
1850
Référence :
GON.II
pg merc'h, meurs
Meurzh
meurs
1850
Référence :
GON.II
pg merc'h
Meurzh
meurc'h
1850
Référence :
GON.II
pg meurc'h, meurs
Hogen, e miz meurzh 1793, e voe evit ar wech kentañ tennet d’ar sort e Breizh.
Hogen, e miz meurs 1793, e oue evit ar veach kenta tennet d’ar zort e Breiz.
1877
Référence :
EKG.I.
p.262
« Kastell, e Bro-Leon, 25 Meurzh 1793.
« Kastel, e bro Leon, 25 Meurs 1793.
1877
Référence :
EKG.I.
p.310
E miz meurzh e teu buan an noz.
E miz meurs e teu buan an noz.
1878
Référence :
EKG.II
p.5
— An eured a vo lidet an dek a viz Meurzh. — An dek a viz Meurzh ?… Malarje ! eme Bilzig. Malarje !… Jolori ha jabadao a vo graet d’an daou bried nevez. Ret e vo ivez ober dezhi ur son. Holl dud ar barroz he diskiñ evit he c’hanañ dezhi, da zevezh he eured.
— An eured a vo lidet an dek a viz meurz. — An dek a viz meurz ?… Malarje ! eme Bilzig. Malarje !… Jolori ha jabadao a vo grêt d’an daou bried neve. Red e vo ive ober d’ei eur zon. Holl dud ar barroz he disko evit he c’hana d’ei, da zevez he eured.
1925
Référence :
BILZ2
p.155
Meurzh
merh
1931
Référence :
VALL
Displegadur p XLIII
N'o doe ket a zigarez da stourm : ar brezel a baouezas e miz C'hwevrer 1871, ha da viz Meurzh, ma zad hag e soudarded a bignas en hent-houarn da zistreiñ da Gemper hag ac'hano pep hini d'ar gêr.
N'o doe ked a zigarez da stourm : ar brezel ar [sic, a] baouezas e miz C'houevrer 1871, ha da viz Meurz, ma zad hag e soudarded a bignas en hent-houarn da zistrei da Gemper hag ac'hano pep hini d'ar gêr.
1944
Référence :
EURW.1
p12
Kendalc'het he deus niver ar boblañs da vont war gresk abaoe hag e miz Meurzh 1941 e nivered 454 300 den, 73 500 Europad en o zouez (e 1926 e oant 35 300 war 107 000).