Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Définition :  Masquer la définition

1. Eil deiz ar sizhun. Hiziv emañ ar Meurzh, ar Meurzh zo hiziv. Hiziv emaomp ar Meurzh. Ar Meurzh ar beure, ar Meurzh vintin. Nedeleg a zegouezh da Veurzh ar bloaz-mañ. Lakaet e oa bet ma deiz din d'ar Meurzh da ober ma c'hefridioù. & Trl. Un devezh Meurzh : ur meurzhvezh. & Relij. Meurzh-Ened*, Meurzh al Lard*. 2. Tr. adv. (db. un deiz lakaet) D'ar Meurzh : e-kerzh an deiz-se a zegouezh da Veurzh. D'ar Meurzh c'hwezek a viz Kerzu. Chomet e oa betek ar Meurzh war-lerc'h. & Da Veurzh, d'ar Meurzh : pa vez ur meurzhvezh, bep Meurzh. An euredoù a vez graet d'ar Meurzh.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

da Veurzh kentañ e teui

1850
Référence : GON.II pg meurs

deiz meurzh

1850
Référence : GON.II pg dimeurs

A-wechoù d’ar Meurzh vintin e chomer er gwele da zistanañ.

1877
Référence : EKG.I. p.64

Ar besketaerien ac’h aio war ar maez da werzhañ pesked pe gregen, a skigno ar brud penaos e vo, en Kervarker, da Veurzh-al-Lard, graet fest ar gwadigennoù, en abeg eured an aotrou.

1925
Référence : BILZ2 p.156

Ar bodadegoù labour o doa lec’h d’al Lun 23 ha d’ar Meurzh 24.

1944
Référence : EURW.1 p.189

E-pad an tri devezh am eus tremenet e Bobania em eus prenet : d'al lun 300 sardinenn evit 15 lur, d'ar meurzh 240 a sardin mogedet evit 12 lur, ha 27 meilh fresk evit tri skoed, ha digant ur marc'hadour all 590 penn sardin mogedet evit nav lur warn-ugent ha dek gwenneg.

1985
Référence : DGBD p114

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux