Ha chervad a veze graet ganti, - pa lavaran, petra bennak ne gemere ket kalz tra digant tud an ti, ugent real ar peurliesañ, ugent lur d'ar muiañ, met dastum a rae un tamm brav a werzh-butun, peogwir e veze alies betek un daou pe dri c'hant bennak o verniañ an deiz kentañ an eured, rak ne veze ket sellet berr d'ar c'houlz-se, ha tri dervezh e pade an abadenn : d'al Lun evit ar pennoù-bras, d' ar Meurzh evit an dudigoù, mitizhien, amezeien hag all, ha d'ar Yaou evit ar veleien, ar gerent hag ar vignoned nesañ.
Kent na lakais troad er c'hazarn, e tlee an deskarded sonerien sevel un tammig abretoc'h ar Meurzh hag ar Gwener, rak hervez ar reolenn ret e veze dezho diskenn er porzh da seizh eur, tapout pep a fuzuilh, mont ha dont, redek, lammat ha sailhat gant ar benveg-se war o skoaz, gourvezañ hag ober kement tra all itriket gant ur c'harter-mestr "sako" evel ma veze graet diouzh ar fuzulherien.
E-pad an tri devezh am eus tremenet e Bobania em eus prenet : d'al lun 300 sardinenn evit 15 lur, d'ar meurzh 240 a sardin mogedet evit 12 lur, ha 27 meilh fresk evit tri skoed, ha digant ur marc'hadour all 590 penn sardin mogedet evit nav lur warn-ugent ha dek gwenneg.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
Meurzh