1. Termen a dalvez d'ober anv eus ur Meurzh tremenet pe da zont.
Diwar zimeurzh, adalek dimeurzh. A-raok, goude dimeurzh. • Dimeurzh diwezhañ, dimeurzh tremenet e oac'h bet pedet gant hoc'h amezeien: d'an diwezhañ Meurzh zo bet. Dimeurzh a-raok, dimeurzh all : d'ar Meurzh zo tremenet a-raok ar Meurzh diwezhañ zo bet. • Mont a raimp da vale dimeurzh kentañ, dimeurzh tostañ, dimeurzh a zeu, dimeurzh da zont : d'ar c'hentañ Meurzh a vo. Dimeurzh war-lerc'h : d'ar Meurzh a zeuy war-lerc'h ar Meurzh kentañ a vo. • Dimeurzh penn sizhun, dimeurzh a-benn eizhtez : d'ar Meurzh a vo a-benn eizhtez. Dimeurzh a-benn pemzektez.
2. Ent krenn
D'an diwezhañ Meurzh zo bet, d'ar c'hentañ Meurzh a vo.
Dimeurzh e oamp kejet outo. Ac'hanen da zimeurzh : d'ar Meurzh kentañ.
&
Tr. adv.
A-benn dimeurzh : a-benn ar Meurzh kentañ.
&
Kenavo dimeurzh, ken dimeurzh : kenavo, a-benn ar Meurzh kentañ.
&
Dimeurzh da greisteiz, d'abardaez, da noz : ar Meurzh diwezhañ pe gentañ da greisteiz, d'abardaez, da noz.
&
Dimeurzh vintin, dimeurzh veure, ar beure : ar Meurzh diwezhañ pe gentañ da vintin, da veure.