1. Termen a dalvez d'ober anv eus ur Merc'her tremenet pe da zont.
Diwar zimerc'her, adalek dimerc'her. A-raok, goude dimerc'her. • Dimerc'her diwezhañ, dimerc'her tremenet e oas savet re abred : d'an diwezhañ Merc'her zo bet. Dimerc'her a-raok, dimerc'her all : d'ar Merc'her zo tremenet a-raok ar Merc'her diwezhañ zo bet. • Pellgomz a rin dit dimerc'her kentañ, dimerc'her tostañ, dimerc'her a zeu, dimerc'her da zont : d'ar c'hentañ Merc'her a vo. Dimerc'her war-lerc'h : d'ar Merc'her a zeuy war-lerc'h ar Merc'her kentañ a vo. • Dimerc'her penn sizhun, dimerc'her a-benn eizhtez : d'ar Merc'her a vo a-benn eizhtez. Dimerc'her a-benn pemzektez.
2. Ent krenn
D'an diwezhañ Merc'her zo bet, d'ar c'hentañ Merc'her a vo.
Dimerc'her e oac'h bet oc'h ober un dro. Ac'hanen da zimerc'her : d'ar Merc'her kentañ.
&
Tr. adv.
A-benn dimerc'her : a-benn ar Merc'her kentañ.
&
Kenavo dimerc'her, ken dimerc'her : kenavo, a-benn ar Merc'her kentañ.
&
Dimerc'her da greisteiz, d'abardaez, da noz : ar Merc'her diwezhañ pe gentañ da greisteiz, d'abardaez pe da noz.
&
Dimerc'her vintin, dimerc'her veure, ar beure : ar Merc'her da vintin, da veure.
— Diziou, paotr, ec’h afomp er-maez. — Dimerc’her, a-raok an noz, me ’vo en ho pourzh, kabiten.
— Diziou, pôtr, ec’h afomp er-mêz. — Dimerc’her, a-rôk an noz, me ’vo en ho pourz, kabiten.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.180
« Setu amañ a betra ‘zo kont. O klask gwelout ac’hanoc’h o vont da Vrest emeur. An aotrou Kloareg, kannad Montroulez, maer Plouyann, en deus roet hoc’h anv da brefed Penn-ar-bed, da vezañ diskouezet da aotrou pennrener ar Republik e Brest, dimerc’her. Hallo, skampit. »
« Setu amañ a betra ‘zo kont. O klask gwelout ac’hanoc’h o vont da Vrest emeur. An aotrou Kloareg, kannad Montroulez, maer Plouyann, en deus roet hoc’h ano da brefed Penn-ar-bed, da veza diskouezet da aotrou pennrener ar Republik e Brest, dimerc’her. Hallo, skampit. »