Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Trede deiz ar sizhun. Hiziv emañ ar Merc'her, ar Merc'her zo hiziv, hiziv emaomp ar Merc'her. Ar Merc'her ar beure. Bep Merc'her e vez ar vugale gant o zud-kozh. & Trl. Un devezh Merc'her : ur merc'hervezh. & Relij. Merc'her-al-Ludu, Merc'her-Meur : deiz kentañ ar C'horaiz. 2. Tr. adv. (db. un deiz lakaet) D'ar Merc'her : e-kerzh an deiz-se a zegouezh da Verc'her. D'ar Merc'her c'hwezek a viz geñver. D'ar Merc'her-se e oa c'hoarvezet. D'ar Merc'her a-raok, war-lerc'h. & Da Verc'her, d'ar Merc'her : bep Merc'her, pa vez ur merc'hervezh. D'ar Merc'her ne vez ket skol.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

Merc'her

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Merc'her

Doue an Mers; Merc'her.

1732
Daveenn : GReg pg (le) Dieu (du négoce ; Mercure.)

Merc'her

1732
Daveenn : GReg pg (le) Dieu (du négoce ; Mercure.)

Merc'her

1850
Daveenn : GON.II pg Merc'her

dimerc'her

1850
Daveenn : GON.II pg dimerc'her

da Verc'her emañ ar marc'had

1850
Daveenn : GON.II pg Merc'her

Ar Merc’her war-lerc’h, Bilzig, gant tri pe bevar baotr all eveltañ, ac’h eas d’ar presbital.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1021 (Gouere-Eost 1924)

Ar Merc’her goude kreisteiz ur c’harr a skoras war ar c’hae dirak ar Varikita.

1925
Daveenn : BILZ2 p.181

Mont da varc'had Kallag bep Merc'her a oa eun didu all da Garnoediz ha din-me dreist-an-holl.

1944
Daveenn : EURW.1 p27

E-kichenik Sibang eo e krogis gant al labour reizh d'ar merc'her unnek a viz eost.

1985
Daveenn : DGBD p56

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial