1. Trede deiz ar sizhun.
Hiziv emañ ar Merc'her, ar Merc'her zo hiziv, hiziv emaomp ar Merc'her. Ar Merc'her ar beure. Bep Merc'her e vez ar vugale gant o zud-kozh.
&
Trl.
Un devezh Merc'her : ur merc'hervezh.
&
Relij.
Merc'her-al-Ludu, Merc'her-Meur : deiz kentañ ar C'horaiz.
2. Tr. adv. (db. un deiz lakaet)
D'ar Merc'her : e-kerzh an deiz-se a zegouezh da Verc'her.
D'ar Merc'her c'hwezek a viz geñver. D'ar Merc'her-se e oa c'hoarvezet. D'ar Merc'her a-raok, war-lerc'h.
&
Da Verc'her, d'ar Merc'her : bep Merc'her, pa vez ur merc'hervezh.
D'ar Merc'her ne vez ket skol.
Ar Merc’her goude kreisteiz ur c’harr a skoras war ar c’hae dirak ar Varikita.
Ar merc’her goude kreiste eur c’harr a skoras war ar c’haë dirag ar Varikita.
1925
Référence :
BILZ2
p.181
Mont da varc'had Kallag bep Merc'her a oa eun didu all da Garnoediz ha din-me dreist-an-holl.
Mont da varc'had Kallag bep merc'her, a oa eun didu all da Garnoediz ha d'in-me dreist-an-holl.
1944
Référence :
EURW.1
p27
Ar bloaz-se, e tegouezhe da ouel Itron-Varia Hanter Eost bezañ ur Sul, hag ar Merc’her d’abardaez e teuas stad va mamm da vont ken buan war washaat, ma redas va zad da gerc’hat ar mezeg.
Ar bloaz-se, e tegouezhe da ouel Itron-Varia Hanter Eost bezañ ur sul, hag ar merc’her d’abardaez e teuas stad va mamm da vont ken buan war washaat, ma redas va zad da gerc’hat ar mezeg.
1954
Référence :
VAZA
p.42-43
E-kichenik Sibang eo e krogis gant al labour reizh d'ar merc'her unnek a viz eost.