Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Promesa, emglev etre daou zanvez pried da eurediñ. Ar weladenn, an embannoù, an dimez, ar bedadeg tud, an eured. [1954] Krak-ha-berr ’vat e voe graet ar stal ganimp-hon-daou, rak dija an dri warn-ugent a viz Ebrel e kinnigas din ur pikol torkad bleunioù brug ha balan kutuilhet ganti war ar maez, ha diwar neuze eo deut an deiz-se da vezañ war an dro deiz-ha-bloaz va donedigezh er bed, hini hon dimez, ha kerkoulz-all hini hon eured, rak a-benn bloaz, devezh ha devezh, e voemp eurejet en Iliz sant Loeiz ar C’hallaoued e Moskov. HS. dimeziñ. 2. Unaniezh etre daou zen dre liamm ar briedelezh. Klask a reont ober hon dimez. Un dimez ganit ne ve ket evit displijout dezhi. DHS. eured. HS. dimeziñ.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Kalz dimezioù a zo, nebeut gant tud a skiant.

1867
Daveenn : MGK p75

Hag em be dismegañs, me a lavaro c'hoazh / Ne dalv ar verc'h koantañ un den fur, hanter gwaz. Goude dimezioù mat, teuas kalz a re grenn.

1867
Daveenn : MGK p56

Krak-ha-berr ’vat e voe graet ar stal ganimp-hon-daou, rak dija an dri warn-ugent a viz Ebrel e kinnigas din ur pikol torkad bleunioù brug ha balan kutuilhet ganti war ar maez, ha diwar neuze eo deut an deiz-se da vezañ war an dro deiz-ha-bloaz va donedigezh er bed, hini hon dimez, ha kerkoulz-all hini hon eured, rak a-benn bloaz, devezh ha devezh, e voemp eurejet en Iliz sant Loeiz ar C’hallaoued e Moskov.

1954
Daveenn : VAZA p.181

Ofis publik ar brezhoneg