Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
10
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Plac'h dizimez, n'eo ket bet dimezet. Dimeziñ d'un dimezell. & Trl. Kraoñ*-dimezell. 2. Ent strizh Plac'h yaouank dizimez, uhel he dere pe nobl. Ar c'higer en doa graet dimezelled eus e verc'hed : o desavet en doa war an ton bras. 3. Dre ast. Plac'h yaouank, dindan an oad da zimeziñ. Bezañ fichet e-giz un dimezell. 4. Diw. vousgoap pe dre zismeg Plac'h yaouank cheuc'h, otus. II. 1. (gant ar gm. s. dirazañ) Lesanv a roer dre sevended d'ur plac'h yaouank zo dizimez, n'eo ket bet dimezet. An dimezell Gall. 2. (er vokativ, hep gm. dirazañ, gant ur bennlizherenn-dal) Lesanv a reer gantañ dre sevended pa gomzer ouzh ur plac'h dizimez pe yaouank. Devezh mat, Dimezell Kere ! & Diren. Lesanv a reer gantañ dre sevended pa gomzer ouzh ur plac'h n'anavezer ket zo dindan oad an dimeziñ. Petra ho po, Dimezell ? III. Doar. Zo un dimezell (I 1, 2). Margodig zo dimezell.

Skouerioù istorel : 
31
Kuzhat roll ar skouerioù

demezell

1499
Daveenn : LVBCA p58 (demoisele)

demezelled

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Damoiselle

demezell

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Damoiselle

damezelled

1732
Daveenn : GReg pg demoiselle

neb a ro lorc'h d'an demezelled

1732
Daveenn : GReg pg doucereux (flatteur, qui dit des fleurettes aux dames)

demezelled

1732
Daveenn : GReg pg demoiselle

damezell

1732
Daveenn : GReg pg demoiselle

demezell er c'hiz

1732
Daveenn : GReg pg demoiselle (à la mode)

demezell diwar ar ploue

1732
Daveenn : GReg pg campagnarde

demezelled diwar ar ploue

1732
Daveenn : GReg pg campagnarde

kiig demezell

1732
Daveenn : GReg pg (petit) chien (de dame)

demezell strak

1732
Daveenn : GReg pg demoiselle (à la mode)

damdemezell

1732
Daveenn : GReg pg demi (demoiselle)

krak-demezell

1732
Daveenn : GReg pg demi (demoiselle)

brizhdemezell

1732
Daveenn : GReg pg demi (demoiselle)

dimezell

1732
Daveenn : GReg pg demoiselle

demezell

1850
Daveenn : GON.II pg démézel

demezelled

1850
Daveenn : GON.II pg démézel

an demezell-se n'eo ket gwisket er c'hiz nevez

1850
Daveenn : GON.II pg démézel

demat deoc'h mamzell an Tourelloù

1874
Daveenn : GBI.II p194

dimezell

1909
Daveenn : BROU p. 222

« Hag eñ dirak e zimezelled, ha da c’houlenn — paotr reut, mar plij, ar c’hilhog ! — digant hon baleerien : « — Da belec’h ec’h it-hu, paotred ?

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.950 (Mae 1924)

Evelkent e-pad an hañv, pa deue itron Tremedern da vaner Kastell-Brechou, Janedig ac’h ae, div pe deir gwech ar sizhun, d’ar c’hastell evit diskiñ d’an dimezell yaouank gwriat, ferañ, brodañ, ober dantelez.

1925
Daveenn : BILZ2 p.152

Abaf ar vugale en kompagnunezh dimezell ar c’hastell, dimezell Tremedern, ur baotrezig strizh. En feiz, Katellig a oa ur bolez en kichen an dimezell, ha koulskoude o devoa ar memes oad.

1925
Daveenn : BILZ2 p.118

dimezell

1931
Daveenn : VALL pg bergeronnette

« Pegement e tleont deoc'h, dimezell ? »

1944
Daveenn : EURW.1 p39

War-dro ar memes mareoù e teue da dremen o amzer vak da di o eontr da Gergarn, div c'hoar o chom e Pariz, an dimezelled Ar Gall.

1944
Daveenn : EURW.1 p46

Keit ha ma reden ar glujar evel-se, Fañch Vallée, diouzh e du, a glaske e blijadur gant ar merc'hed ivez, en un doare tostoc'h ouzh e demz-spered ; bez' e oa er c'hastell div zimezell gozh, - me o c'have koz gant o zregont vloaz, - Alis Mallt Williams ha Betsie Abadam, hag a oa amezegezed an itron Herbert.

1944
Daveenn : EURW.1 p.122

- Me 'oar : kleñved ar gêr ! Emaoc'h adarre o selaou tonigenn ar mor.. Ho korf amañ, hag ho spered e traoñiennoù glas Breizh-Izel... marteze dindan gwez avaloù milzin an dimezell gozh ?

1949
Daveenn : SIZH p.61

- Eurus an daoulagad a wel ac'hanoc'h ! emezi, gant doare-komz ledan Kastilhiz, laouen bras ouzh ho kwelout, « padre portero ». - Doue r'ho pennigo, « señora ! » - Nann, « padre ! » « señorita ». - Me, dimezell, n'on na Tad na porzhier.

1949
Daveenn : SIZH p.45

- Koantik e-giz un dimezell ! Ha mont a rin da gerc'hat deoc'h ur melezour ? a c'hoapaas adarre ar breur Celestino.

1949
Daveenn : SIZH p.44

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial