Krak-ha-berr ’vat e voe graet ar stal ganimp-hon-daou, rak dija an dri warn-ugent a viz Ebrel e kinnigas din ur pikol torkad bleunioù brug ha balan kutuilhet ganti war ar maez, ha diwar neuze eo deut an deiz-se da vezañ war an dro deiz-ha-bloaz va donedigezh er bed, hini hon dimez, ha kerkoulz-all hini hon eured, rak a-benn bloaz, devezh ha devezh, e voemp eurejet en Iliz sant Loeiz ar C’hallaoued e Moskov.
Mots précédents
Mots suivants
dimezapl