Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

1. Termen a dalvez d'ober anv eus ur Meurzh tremenet pe da zont. Diwar zimeurzh, adalek dimeurzh. A-raok, goude dimeurzh. • Dimeurzh diwezhañ, dimeurzh tremenet e oac'h bet pedet gant hoc'h amezeien: d'an diwezhañ Meurzh zo bet. Dimeurzh a-raok, dimeurzh all : d'ar Meurzh zo tremenet a-raok ar Meurzh diwezhañ zo bet. • Mont a raimp da vale dimeurzh kentañ, dimeurzh tostañ, dimeurzh a zeu, dimeurzh da zont : d'ar c'hentañ Meurzh a vo. Dimeurzh war-lerc'h : d'ar Meurzh a zeuy war-lerc'h ar Meurzh kentañ a vo. • Dimeurzh penn sizhun, dimeurzh a-benn eizhtez : d'ar Meurzh a vo a-benn eizhtez. Dimeurzh a-benn pemzektez. 2. Ent krenn D'an diwezhañ Meurzh zo bet, d'ar c'hentañ Meurzh a vo. Dimeurzh e oamp kejet outo. Ac'hanen da zimeurzh : d'ar Meurzh kentañ. & Tr. adv. A-benn dimeurzh : a-benn ar Meurzh kentañ. & Kenavo dimeurzh, ken dimeurzh : kenavo, a-benn ar Meurzh kentañ. & Dimeurzh da greisteiz, d'abardaez, da noz : ar Meurzh diwezhañ pe gentañ da greisteiz, d'abardaez, da noz. & Dimeurzh vintin, dimeurzh veure, ar beure : ar Meurzh diwezhañ pe gentañ da vintin, da veure.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

Dimeurzh

1659
Référence : LDJM.1 pg Mardy

dimeurzh-Ened

1659
Référence : LDJM.1 pg mardy gras

demeurzh

1732
Référence : GReg pg (la) ferie (troisiéme)

dimeurzh

1850
Référence : GON.II pg démeurs (Voyez "dimeurs" : Mardi, un des jours de la semaine. Mot à mot, "jour de Mars").

dimeurzh

1850
Référence : GON.II pg démeurs, dimeurs pour deiz-meurs (Mardi, un des jours de la semaine. Mot à mot, "jour de Mars"), meurs

dismeurzh

1909
Référence : BROU p. 226

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux