Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
5
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
9
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (en e furm unan hepken; gant ur bennlizherenn-dal, hep gm.) 1. (er broioù katolik) Prantad etre gouel ar Rouaned (d'ar 6 a viz geñver) ha deiz kentañ ar C'horaiz (Merc'her-al-Ludu) gouestlet d'an ebatoù, d'an diduelloù, m'en em dreuzwisk an dud. HS. ened. & Trl. Ober Meurlarjez : kemer dudi, kemer plijadur. 2. An tri devezh gouel a-raok ar C'horaiz. & Krl. Gwell eo un tamm bemdez / Eget re da Veurlarjez. 3. Ent strizh Meurzh-Ened*. II. Dre ast., fetis (gant ul lizherenn-dal vihan) Jak treuzwisket en un doare droch. Ur meurlarjez en doa graet da zañsal gantañ. & Diw. c'hoap Istrogell gwisket en un doare lu. Pa wel un den meurlarjezoù evel-henn.

Skouerioù istorel : 
19
Kuzhat roll ar skouerioù

meurlarjez

1499
Daveenn : LVBCA p144 (caresme-prenant)

morlarjez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg morlargez

morlarje

1659
Daveenn : LDJM.1 pg caresme prenant

vorlarjez

1732
Daveenn : GReg pg carnaval

meurlarjez

1732
Daveenn : GReg pg carnaval

morlajez

1732
Daveenn : GReg pg carnaval

meurlarjez

1732
Daveenn : GReg pg gras (Les jours gras, carnaval.)

meurlarjez

1732
Daveenn : GReg pg gras (Les jours gras, carnaval, Van.)

malarde

1850
Daveenn : GON.II pg malardé, môr (-larjez), môrlarjez

morlarjez

1850
Daveenn : GON.II pg môr (-larjez), môrlarjez

morlarjez

1850
Daveenn : GON.II pg énet, malardé, môr (-larjez), môrlarjez

« Daoust ha te ne vez ket figus ? » / — « Tamm 'bet ! nemet gwechoùigoù, / Da vorlarjez hag en dic'haou. »

1867
Daveenn : MGK p126

Ober moan wadegenn ha bevañ en e roll, zo gwell 'get meurlarjez, ar c'houzoug [sic] er wakol.

1867
Daveenn : MGK p7

morlarjez

1909
Daveenn : BROU p. 234

molarjez

1909
Daveenn : BROU pp. 234, 391

Ha neuze, e-pad an noz, ho pije gwelet anezho, merc’hed, gwazed ha bugale hag all, o tibriñ, oc’h evañ, evel da valarje, ar c’hig, ar bara, ar jistr, ar gwin-ardant, gonezet gant o fedennoù hag o c’hlemmoù…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)

— An eured a vo lidet an dek a viz Meurzh. — An dek a viz Meurzh ?… Malarje ! eme Bilzig. Malarje !… Jolori ha jabadao a vo graet d’an daou bried nevez. Ret e vo ivez ober dezhi ur son. Holl dud ar barroz he diskiñ evit he c’hanañ dezhi, da zevezh he eured.

1925
Daveenn : BILZ2 p.155

Aotre a vez roet gant malarje da c’hoari, da zañsal, da ganañ e-pad an noz…

1925
Daveenn : BILZ2 p.156

« Piv eo ar meurlarjez-mañ ? », a oa sur mat o soñj.

1944
Daveenn : EURW.1 p.102

Etimologiezh

Termen kenaozet diwar anv miz "Meurzh" hag ar ger "larjiez" aet da "larjez", diwar ar galleg "largesse".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial