I.
(en e furm unan hepken; gant ur bennlizherenn-dal, hep gm.)
1. (er broioù katolik)
Prantad etre gouel ar Rouaned (d'ar 6 a viz geñver) ha deiz kentañ ar C'horaiz (Merc'her-al-Ludu) gouestlet d'an ebatoù, d'an diduelloù, m'en em dreuzwisk an dud.
HS. ened.
&
Trl.
Ober Meurlarjez : kemer dudi, kemer plijadur.
2. An tri devezh gouel a-raok ar C'horaiz.
&
Krl.
Gwell eo un tamm bemdez / Eget re da Veurlarjez.
3. Ent strizh
Meurzh-Ened*.
II.
Dre ast., fetis (gant ul lizherenn-dal vihan)
Jak treuzwisket en un doare droch.
Ur meurlarjez en doa graet da zañsal gantañ.
&
Diw. c'hoap
Istrogell gwisket en un doare lu.
Pa wel un den meurlarjezoù evel-henn.
Référence :
GReg
pg gras (Les jours gras, carnaval.)
meurlarjez
malarde
1732
Référence :
GReg
pg gras (Les jours gras, carnaval, Van.)
malarde
malardé
1850
Référence :
GON.II
pg malardé, môr (-larjez), môrlarjez
morlarjez
môr-larjez
1850
Référence :
GON.II
pg môr (-larjez), môrlarjez
morlarjez
môrlarjez
1850
Référence :
GON.II
pg énet, malardé, môr (-larjez), môrlarjez
« Daoust ha te ne vez ket figus ? » / — « Tamm 'bet ! nemet gwechoùigoù, / Da vorlarjez hag en dic'haou. »
» Daoust ha te ne vez ket figuz ? » / — « Tamm 'bed ! nemet gweachouigou, / » Da vorlarjez hag enn dichaou [sic, dic'haou ?].
1867
Référence :
MGK
p126
Ober moan wadegenn ha bevañ en e roll, zo gwell 'get meurlarjez, ar c'houzoug [sic] er wakol.
Ober moan wadegen ha beva enn he roll, zo gwell 'get morlarjez, ar c'houzoug er wakol
1867
Référence :
MGK
p7
morlarjez
morlárjez
1909
Référence :
BROU
p. 234
molarjez
mollarjez
1909
Référence :
BROU
pp. 234, 391
Ha neuze, e-pad an noz, ho pije gwelet anezho, merc’hed, gwazed ha bugale hag all, o tibriñ, oc’h evañ, evel da valarje, ar c’hig, ar bara, ar jistr, ar gwin-ardant, gonezet gant o fedennoù hag o c’hlemmoù…
Ha neuze, e-pad an noz, ho pije gwelet anê, merc’hed, gwazed ha bugale hag all, o tibri, oc’h eva, evel da valarje, ar c’hig, ar bara, ar jistr, ar gwin-ardant, goneet gant o fedennou hag o c’hlemmou…
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)
— An eured a vo lidet an dek a viz Meurzh. — An dek a viz Meurzh ?… Malarje ! eme Bilzig. Malarje !… Jolori ha jabadao a vo graet d’an daou bried nevez. Ret e vo ivez ober dezhi ur son. Holl dud ar barroz he diskiñ evit he c’hanañ dezhi, da zevezh he eured.
— An eured a vo lidet an dek a viz meurz. — An dek a viz meurz ?… Malarje ! eme Bilzig. Malarje !… Jolori ha jabadao a vo grêt d’an daou bried neve. Red e vo ive ober d’ei eur zon. Holl dud ar barroz he disko evit he c’hana d’ei, da zevez he eured.
1925
Référence :
BILZ2
p.155
Aotre a vez roet gant malarje da c’hoari, da zañsal, da ganañ e-pad an noz…
Otre a ve roet gant malarje da c’hoari, da zansal, da gana e-pad an noz…
1925
Référence :
BILZ2
p.156
« Piv eo ar meurlarjez-mañ ? », a oa sur mat o soñj.
« Piou eo ar meurlarjez-mañ ? », a oa sur mat o soñj.
1944
Référence :
EURW.1
p.102
Étymologie
Termen kenaozet diwar anv miz "Meurzh" hag ar ger "larjiez" aet da "larjez", diwar ar galleg "largesse".