I.
H.b.
1. Poan, bec'h.
Mizer o sevel e gorf. Mizer a-walc'h am eus bet o tegas anezhañ.
&
Ober mizer da ub. : gloazañ (1) ub.
Greomp mizer d'e wreg.
2. Paourentez, dienez.
Homañ zo marvet er vizer.
&
Trl.
Duiñ gant ar vizer : bevañ pe bezañ paour-tre.
3. Dre ast., diw. c'hoap
Diouer a voued, sellet outañ evel ur meuz gwirion. Boued da zebriñ pe mizer da chaokat.
&
Trl.
Fritañ mizer, fritañ mizer gant paourentez : bevañ paour.
Ne 'm eus tamm c'hoant e vefe ma merc'h pried ul lonker, evit mont da fritañ mizer. Kiañ ha fritañ mizer gant paourentez.
&
Trl. (evit priedoù)
Fritañ mizer war pillig ar garantez : bevañ paour.
&
Trl.
Tennañ e galon eus ar vizer, tennañ e gof er-maez a vizer : gallout debriñ mat goude bezañ bet naon du.
Tennañ a reas an holl o c'halon eus ar vizer, rak n'ouzon ket pet meuz biskoazh a voe servijet. Oc'h ober ar c'henwerzh-se e tenne e gof er-maez a vizer.
II.
B.
Poan.
Ar gwenan eveldomp o deus o mizerioù. Ma dilezel en ur vizer ken bras.