Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.b. 1. Poan, bec'h. Mizer o sevel e gorf. Mizer a-walc'h am eus bet o tegas anezhañ. & Ober mizer da ub. : gloazañ (1) ub. Greomp mizer d'e wreg. 2. Paourentez, dienez. Homañ zo marvet er vizer. & Trl. Duiñ gant ar vizer : bevañ pe bezañ paour-tre. 3. Dre ast., diw. c'hoap Diouer a voued, sellet outañ evel ur meuz gwirion. Boued da zebriñ pe mizer da chaokat. & Trl. Fritañ mizer, fritañ mizer gant paourentez : bevañ paour. Ne 'm eus tamm c'hoant e vefe ma merc'h pried ul lonker, evit mont da fritañ mizer. Kiañ ha fritañ mizer gant paourentez. & Trl. (evit priedoù) Fritañ mizer war pillig ar garantez : bevañ paour. & Trl. Tennañ e galon eus ar vizer, tennañ e gof er-maez a vizer : gallout debriñ mat goude bezañ bet naon du. Tennañ a reas an holl o c'halon eus ar vizer, rak n'ouzon ket pet meuz biskoazh a voe servijet. Oc'h ober ar c'henwerzh-se e tenne e gof er-maez a vizer. II. B. Poan. Ar gwenan eveldomp o deus o mizerioù. Ma dilezel en ur vizer ken bras.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

Mont a raent o-daou, pep hini diouzh e du eus an hent ; Job a gamme a[-]gleiz ha Lom a gamme a[-]zehou. Mil mizer o doa bale.

1944
Daveenn : ATST p.132

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial