Télécharger les mots parents divogederez divogediñ mogedet mogedus
E zaoulagad a luc’h en e benn evel daou gef-tan, an eonenn a zo e korn e c’hinou, disec’h eo e vuzelloù, e fronelloù a zo digor hag a [z]eu evel moged anezho, e dal a zo roufennet, e gorf a-bezh a gren gant e herder, dialanet eo, ha koulskoude ne ehan da redet ha da skeiñ pa gav e du ; kollet eo e benn hag e skiant gantañ.
bouilhad moged
bouilh moged
A-vec'h - a-bouez - ma oamp gourvezet hon-daou, an tren a loc'has evit mont etrezek Masalia. Ar marc'h-du a roc'he hag a strevie gwashoc'h eget un imbod : Tik ! ha Tik ! Tak ! ha Taka ! Taka ! Puf ! Puf ! Stsss ! Stsss ! emezañ en ur deurel elfennoù tan, moged glas ha dour berv dre e fronelloù ha dre e c'heol ha kaoc'h-houarn gant e ziadreñv.
bouilhad moged
E zaoulagad a strinke luc’hed, e benn a-dreñv a zislonke moged hag e gerniel, evel tourioù tan, a oa plantet beg unan anezho e kalon al loar.
Turiet o doa ar gloer, gant ar pig hag ar rañ [sic "rañv"], en douar gell ha meinek, e-kreiz un uloc'h tan[a]v e-giz moged. Ha tomm e oa bet an heol, ken e roste. Ma oa aet dezho an dour rouz [sic, "rous"].
Digor e oa an nor, du-se, war ar C’hornog, ha drezi e tiskenne betek an daroù koroll didrouz ur bann heol [bann-heol] melenik, - koroll an efl ha moged klouar ezañs ar gousperoù, - a lakae teñvaloc’h ec’honded an nev sakr.
Evet e vez alies un doare te pe dizan graet gant an delioù ; devet e vez ivez evit ober moged da gas kuit ar c'hwibu hag ar moustiked.
Soñjit ivez e rank ho skeudenn klotañ gant ar pezh a zifennit : arabat deoc'h butuniñ ma fell deoc'h diskuliañ moged pistrius ar savadur-deviñ a zo just e-tal ho kichen...
Mots précédents
Mots suivants
mogedek